James Stewart of the Glen
James Stewart of the Glen, Seumas a' Ghlinne e gouezeleg Skos (war-dro 1698 – 8 a viz Du 1752), anavezet ivez evel James of the Glens, a oa ur Skosad a voe tamallet ha krouget en afer anvet Muntr Appin.
Colin Roy Campbell, lesanvet The Red Fox ("Al Louarn Ruz"), a voe lazhet en ur c'hoad e-kichen Appin. Hennezh a ziberc'henne ar Jakobited lakaet da dreitourien goude Emsavadeg 1745.
E varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 8 a viz Du 1752, p'edo o sevel war ar chalfod, e pedas Seamus a' Ghlinne :
False witnesses rose; to my charge things I not knew they laid. They, to the spoiling of my soul, me ill for good repaid."[1]
"Falstestoù a savas ; em bec'h traoù n'anaven ket a lakajont. Int, evit louzadur ma ene, o deus paeet din ar mad gant an droug."
Tra ma ne zouje ket mervel evit e gredennoù, e klemme e c'hallje an dud diwezhatoc'h soñjal e oa gouest d'ober ur muntr ken barbar.
Goude e varv e voe laosket korf Seamus a-ispilh e-pad triwec'h miz, dindan an amzer, evel gourdrouz d'ar c'hlannoù all a garje en em sevel. Evit mirout outañ da vont e tammoù e veze dalc'het gant orjal ha chadennoù.
Digablus
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Klasket e vez gant lod dilemel kondaonidigezh James of the Glen. En 2008 e voe studiet an afer gant ar Scottish Criminal Cases Review Commission, met diarbennet e voe dre ma oa re gozh an afer.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E meur a levr eo meneget Seumas a' Ghlinne, pe James Stewart of the Glen, pe James of the Glens.
- Kidnapped, romant gant Robert Louis Stevenson, e 1886.
- The Appin Murder and the Trial of James Stewart, William J. MacArthur, 1960
- The Appin Murder: The Killing of the Red Fox, Seamus Carney, 1989
- Grass will not Grow on My Grave: The Story of the Appin Murder, Mary McGrigor, 2001
- The Appin Murder: In Their Own Words, Rosemary M. Gibson, 2003
- Ancient Animosity: The Appin Murder and the End of Scottish Rebellion, Lee Holcombe, 2004
- Walking with Murder: On the 'Kidnapped' Trail, Ian Nimmo, 2005
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ar Bibl, Salm 35, e Levr ar Salmoù.