James Stewart of the Glen

Eus Wikipedia

James Stewart of the Glen, Seumas a' Ghlinne e gouezeleg Skos (war-dro 16988 a viz Du 1752), anavezet ivez evel James of the Glens, a oa ur Skosad a voe tamallet ha krouget en afer anvet Muntr Appin.

Colin Roy Campbell, lesanvet The Red Fox ("Al Louarn Ruz"), a voe lazhet en ur c'hoad e-kichen Appin. Hennezh a ziberc'henne ar Jakobited lakaet da dreitourien goude Emsavadeg 1745.

E varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 8 a viz Du 1752, p'edo o sevel war ar chalfod, e pedas Seamus a' Ghlinne :

False witnesses rose; to my charge things I not knew they laid. They, to the spoiling of my soul, me ill for good repaid."[1]

"Falstestoù a savas ; em bec'h traoù n'anaven ket a lakajont. Int, evit louzadur ma ene, o deus paeet din ar mad gant an droug."

Tra ma ne zouje ket mervel evit e gredennoù, e klemme e c'hallje an dud diwezhatoc'h soñjal e oa gouest d'ober ur muntr ken barbar.

Goude e varv e voe laosket korf Seamus a-ispilh e-pad triwec'h miz, dindan an amzer, evel gourdrouz d'ar c'hlannoù all a garje en em sevel. Evit mirout outañ da vont e tammoù e veze dalc'het gant orjal ha chadennoù.

Digablus[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Klasket e vez gant lod dilemel kondaonidigezh James of the Glen. En 2008 e voe studiet an afer gant ar Scottish Criminal Cases Review Commission, met diarbennet e voe dre ma oa re gozh an afer.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E meur a levr eo meneget Seumas a' Ghlinne, pe James Stewart of the Glen, pe James of the Glens.

  • Kidnapped, romant gant Robert Louis Stevenson, e 1886.
  • The Appin Murder and the Trial of James Stewart, William J. MacArthur, 1960
  • The Appin Murder: The Killing of the Red Fox, Seamus Carney, 1989
  • Grass will not Grow on My Grave: The Story of the Appin Murder, Mary McGrigor, 2001
  • The Appin Murder: In Their Own Words, Rosemary M. Gibson, 2003
  • Ancient Animosity: The Appin Murder and the End of Scottish Rebellion, Lee Holcombe, 2004
  • Walking with Murder: On the 'Kidnapped' Trail, Ian Nimmo, 2005

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]