Mont d’an endalc’had

Jair Messias Bolsonaro

Eus Wikipedia
Jair Bolsonaro
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhBrazil Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJair Bolsonaro Kemmañ
Anv ganedigezhJair Messias Bolsonaro Kemmañ
Anv-bihanJair Kemmañ
Anv-familhBolsonaro Kemmañ
Deiziad ganedigezh21 Meurzh 1955 Kemmañ
Lec'h ganedigezhGlicério Kemmañ
TadPercy Geraldo Bolsonaro Kemmañ
MammOlinda Bonturi Bolsonaro Kemmañ
PriedRogéria Bolsonaro, Ana Cristina Valle, Michelle Bolsonaro Kemmañ
BugelFlávio Bolsonaro, Carlos Bolsonaro, Eduardo Bolsonaro, Renan Bolsonaro, Laura Bolsonaro Kemmañ
Yezh vammportugaleg Brazil Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetportugaleg Brazil, portugaleg Kemmañ
Lec'h orinItalia Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
KargPrezidanted Brazil, federal deputy of Rio de Janeiro, councillor of Rio de Janeiro, Mercosur Pro Tempore Presidency, President-elect of Brazil Kemmañ
Bet war ar studi eAcademia Militar das Agulhas Negras Kemmañ
Honorific prefixExcellency Kemmañ
Lec'h annezOrlando, Angra dos Reis, Rio de Janeiro Kemmañ
Lec'h labourBrasília, Rio de Janeiro Kemmañ
Deroù ar prantad labour1971 Kemmañ
Affiliation stringOffice of the President of Brazil Kemmañ
Strollad politikelLiberal Party Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennet2018 Brazilian general election, Brazilian presidential election, 2018, 2022 Brazilian presidential election Kemmañ
Relijion pe kredennkristeniezh Kemmañ
KleñvedCOVID-19, bowel obstruction, squamous cell carcinoma Kemmañ
Perzhiad ePresidential Summit for the Amazon, World Economic Forum Annual Meeting 2019 Kemmañ
Grad milourelkabiten Kemmañ
Skour luTirlu Brazil Kemmañ
Luskad politikeltu dehoù Kemmañ
Ideologiezh politikelnational conservatism, right-wing populism Kemmañ
Darvoud-alc'hwezattempted assassination of Jair Bolsonaro, Brazilian presidential election, 2018, Brazilian presidential inauguration, 2022 Brazilian presidential election Kemmañ
Postelmailto:dep.jairbolsonaro@camara.leg.br Kemmañ
Blog ofisielhttps://familiabolsonaro.blogspot.com Kemmañ
Jair Bolsonaro e 2022

Jair Messias Bolsonaro, ganet d'an 21 a viz Meurzh 1955, zo ur politikour brazilian. Bet eo ezel eus kambr deputeed Brazil, en anv stad Rio de Janeiro, abaoe 1991. Ezel eo eus ar Partido Liberal.

Bolsonaro, ganet e Glicério, e stad São Paulo, a voe diplomet e skol vilourel Agulhas Negras e 1977, servijet en doa goude-se e strolladoù kanolierezh hag harzlammerien tirlu Brazil. Dont a reas war-wel e 1986, p'en devoa skrivet ur pennad er gazetenn Veja ma rae anv eus goproù izel ar soudarded. Harzet e voe e-pad pemzektez gant al lu en desped d'al lizhiri harp en devoa resevet. Daou vloaz war-lerc'h e oa didamallet.

Bolsonaro en devoa embannet e c'hoant da vezañ war ar renk evit an dilennadegoù prezidant e miz Meurzh 2016 en anv ar Strollad Sokial Kristen. A-benn ar fin ez eas kuit eus ar strollad e 2018 evit emezeliñ er Partido Social Liberal, a roas harp dezhañ evit kampagn dilennadegoù prezidant Brazil e miz Eost 2018. Kemeret en doa da eiler ar jeneral war e leve Hamilton Mourão. Bolsonaro en em ginnig evel ur c'hannad dieub eus ar strolladoù politikel, ha prest da zifenn kreñv pennaennoù ar familh. Tizhet en deus ar c'hentañ plas e tro gentañ an dilennadegoù hollek d'ar 7 a viz Here 2018, Fernando Haddad kannad ar Partido dos Trabalhadores (PT) a errue en eil plas. Dilennet eo bet Bolsonaro e-pad an eil tro d'an 28 a viz Here 2018 evel 38vet prezidant Brazil, war lerc’h Michel Temer (2016-2018). D’an 30 a viz Here 2022 en deus kollet an dilennadeg a-enep Lula[1].

Soñjoù politikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Manifestadeg a-enep Jair Bolsonaro e São Paulo e miz Gwengolo 2018.
Diktatouriezh

E-pad e vuhez poltikel, Bolsonaro en deus embannet meur a wech e harp d'an diktatouriezh vilourel brazilian a voe e-penn ar vro etre 1964 betek 1985. E 1993 e embanne frank, eizh vloaz war-lerc'h distro an demokratelezh, e oa bet marevezh ar soudarded unan o "tegas ur maread gounid padus da Brazil". Bolsonaro en deus embannet ivez e oa bet "klodus" ar mare-se en istor ar vro, hag e oa bet dre an diktatouriezh vilourel "20 vloaz urzh hag araokadur". E miz Kerzu 2008, Bolsonaro en devoa embannet e oa bet "fazi an diktatouriezh ne oa ket bet ar jahinerez, met ne oa ket bet lazhet (an enebourien)".

D'an 11 a viz Gwengolo 2025 eo bet kondaonet Jair Bolsonaro da 27 vloaz toull-bac'h evit un taol-stad c'hwitet hag a oa bet d'an 8 a viz Genver 2023 e Brasília[2].

Buhez personel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bolsonaro zo bet dimezet teir gwech. Pemp bugel en deus.