Mont d’an endalc’had

Jahangir

Eus Wikipedia
Jahangir

Nur-ud-Din Salim Jahangir (نورالدین سلیم جهانگیر e perseg) (anv leun : Al-Sultan al-'Azam wal Khaqan al-Mukarram, Khushru-i-Giti Panah, Abu'l-Fath Nur-ud-din Muhammad Jahangir Padshah Ghazi [Jannat-Makaani]), anavezet peurvuiañ evel Jahangir (20 a viz Gwengolo 1569 - 8 a viz Here 1627) a voe e penn an Impalaeriezh Voghol en Indez, etre 1605 ha 1627.

Talvezout a ra Jahangir e perseg kement hag "Alouber ar bed" ha Nur al-Din (pe Nud-ud-Din) kement ha "Gouloù ar Feiz" en arabeg. Trede mab an impalaer Akbar e oa (an daou vab henañ, Hasan ha Husayn a oa marvet pa oant bihan). Ganet e voe e kreñvlec’h Fatehpur Sikri, savet gant e dad, e-kichen Agra, kêr-benn an impalaeriezh, ha “Muhammad Salim” e oa an anv lakaet dezhañ gant e dud.

Evezh bras a daolas e dad ouzh e zeskadurezh ha kelennet e voe dezhañ perseg, turkeg, arabeg hag ourdoueg, ar skiantoù evel an douaroniezh, ar jedoniezh, an istor ha re all c'hoazh.

Muhammad Salim ne oa ket evit padout hep bezañ impalaer ha meur a wech klaskas kemer ar galloud en e lec’h : e 1592 e voe tamallet dezhañ gant Akbar bezañ klasket ampoezoniñ e dad. E 1602 e lakaas ar priñs Muhammad Salim lazhañ sekretour e dad, Abu'l-Fazl ibn Mubarak, hag embann a reas e oa-eñ an impalaer. Dont a reas Akbar da chom e penn an impalaeriezh memes tra. N’eo nemet war-lerc’h e varv, e miz Du 1605, e c’hallas Jahangir dont da vezañ impalaer, pa oa 36 vloaz.

Evel e dad e kendalc’has Jahangir da vrasaat tachenn an impalaeriezh voghol ha stagañ a reas outi douaroù a oa rouantelezhioù dizalc’h diagent e-harz an Himalaya, etre Kachmir ha Bengal. Brezeliañ a reas start a-enep nerzhioù Persia, er c’hornôg. E 1622 e kasas Jahangir e vab henañ, ar priñs Khurram, da vrezeliañ a-enep rouantelezhioù eus kreisteiz Indez. Goude e drec’h warno e klaskas Khurram kemer ar galloud digant e dad. Met dont a reas Jahangir a-benn da chom e penn an impalaeriezh.

Poltred Jahangir, livet gant Abu al-Hasan (1589-1630).

War-lerc'h e dad e kendalc’has Jahangir da wareziñ an arz hag an arzourien, dreist-holl al livourien. Kontañ a reer ivez e c’halle n’eus forzh peseurt annezad eus an impalaeriezh displegañ e gaoz d’an impalaer dirak e gastell en Agra. Hag eñ mab d’un impalaer muzulmat ha d’ur briñsez a oa an hindouegezh he relijion gentañ, e oa Jahangir ur muzulmad devot hogen pled a daole da verañ e impalaeriezh hervez e boell ha n’eo ket hervez e relijion. El lezioù-barn e veze barnet ar vuzulmiz hervez al lezenn vuzulmat hag an Hindouiz hervez al lezenn hindouat.

Dimeziñ a reas Jahangir gant meur a wreg : an eured kentañ a voe gant Manbhawati Bai, e 1585, met goude-se e timezas ivez gant ar briñsez Manmati (Jagat Gosain) a voe mamm d’ar priñs Khurram (Shah Jahan), impalaer war e lerc’h. En holl e lavarer e oa 800 maouez en e harem. E 1611 e timezas Jahangir d’un intañvez koant, ha speredek ar briñsez Mihr al-Nisa (anavezet goude evel Nur Jahan). Lavarout a reer e voe bras levezon Nur Jahan war he gwaz.

Mervel a reas Jahangir war e hent da zistreiñ eus Kachmir e miz Du 1627 ha beziet e voe e-kichen Lahore, zo e Pakistan hiziv. E vab Khurram a voe lakaet da impalaer, dindan an anv Shah Jahan.


En e raok :
Akbar
Impalaer Moghol
Jahangir

1605 - 1627
War e lerc'h :
Shah Jahan


Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • The Human Record: Sources of Global History, Vol. 2: des de 1500, per J. Alfred i James H. Overfield,, 2005, Boston, ISBN 0-618-37041-2
  • S. Sajida Alvi, Religion and State during the Reign of Mughal Emperor Jahǎngǐr (1605-27), 1989, Studia Islamica, volum 69
  • Ellison B. Findly, Jahāngīr's Vow of Non-Violence, 1987, Journal of the American Oriental Society, volum 107.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.