Yerom Buleon
Aloiz Yerom Buleon (Pluvergad, 12 Gwengolo 1854 - Gwened, 31 Here 1934), Alois Jérôme Buléon en ti-kêr, a oa ur beleg katolik breizhat en deus savet levrioù relijiel ha dastumet kanaouennoù brezhonek en eskopti Gwened.
Mab da Julien Buléon hag Anne Le Tartaise e oa. Goude skolaj Sant-Frañsez-Zavier e Gwened, e studias e kloerdi bihan (1874) hag e kloerdi bras (1875) Santez-Anna-Wened (Keranna). Adalek 1877 e voe o kelenn an henlizhiri hag ar brezhong e kloerdi bihan Keranna, hag e-touez e studierien e voe Frañsez-Mari Kadig.
Beleget e voe d'ar 16 a viz Meurzh 1878. Person Begnen e voe adalek 1899 hag eno e krouas ur c'hannadig-parrez divyezhek brezhoneg-galleg anvet Er Hlohig Begnen. Chaloni a enor e voe e 1901. E 1906 e voe anvet da berson-arc'hebeleg iliz-veur Gwened.
Eus 1905 da 1914 e voe e penn ar Revue Morbihannaise, ur gelaouenn c'hallek a blede gant an Istor, ar brezhoneg ha sevenadur Bro-Gwened. Dastum a reas kontadennoù ha kanaouennoù a voe embannet gantañ er gelaouenn-se. E brezhoneg e savas ur Histoér Santél[1] ha kas a reas meur a bennad d'ar gelaouenn Dihunamb. A-hend-all e savas pennadoù e galleg dreist-holl, diwar-benn istor ar vro. E vreur Matilin Buleon a voe dastumer kanaouennoù ivez.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Brezhonek
- Histoér santél, de ziskein er burhudeu en dès groeit en Eutru Doué ar en doar aveit salvedigeh er bed, Gwened, Galles, 1896 & Lafolye, 1900
- Histoar zantel da zeskin ar burzudou en deuz gret an Otrou Doue war en douar evit silvidigez an dud, doare all eus an "Histoér santél" lakaet e brezhoneg Treger gant E. Héry, person Kerfod, Ploermael, 1899
- Histor zantel, doare all eus an "Histoér santél" lakaet e brezhoneg Leon gant Yann-Vari Nikolaz hag Alan an Habask, Kerangall, 1900
- Gallek
- Sainte Anne d'Auray, histoire du pèlerinage (21 embannadur etre 1912 ha 1948)
- Sainte-Anne d'Auray : histoire d'un village (7 embannadur e 1924)
- Yves Nicolazic : le paysan, le voyant, le batisseur Sainte- Anne d'Auray (7 embannadur etre 1930 ha 1982 )
- Sous le ciel d'Afrique. De Sainte Anne d'Auray à Sainte Anne du Fernanvaz. Récits d'un missionnaire, 1896
- Le Doyenné de Locmalo, étude sur le pays "Pourrelette" gant Jérôme Buléon
- Histoire liturgique de l'Immaculée Conception, gant J. Buléon
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- RAOUL, Lukian : Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Al Liamm, 1992, pp. 48–48 (ISBN 978-2-7368-0034-5)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Histoér Santél de ziskein er burhudeu en des groeit en Eutru Doué ar en doar, moullerezh Galles, Gwened, 1896, adembannet e 1900, 1902 ha 1911 ; embannet ivez e brezhoneg Treger, Histoar Zantel da zeskin ar burzudou en deuz gret an otrou Doue war an Douar e 1899 ha 1904, hag e brezhoneg Leon, Histor Zantel da zeski ar burzudou en deuz great Doue var ann douar e 1900