Istor Breizh (kelaouenn)
Neuz
Istor Breizh zo ur gelaouenn cʼhwecʼhmiziek[1] embannet gant ar gevredigezh Istor Breizh ha renet gant Jacques-Yves Le Touze. Enni e kaver pennadoù, al lodenn vrasañ anezho e galleg, aozet gant istorourien ha skrivagnerien evit ledañ deskamant war istor Breizh. Deuet eo an niverenn gentañ er-maez e miz Here 2024.
Skipailh
Savet eo bet ar gelaouenn gant ur skipailh pevar den ennañ[2],[3].
- Jacques-Yves Le Touze : rener an embann, bet savet gantañ ar gelaouenn Dalc'homp soñj.
- Christian Gouerou : pennskridaozer, bet kazetenner ha rener ar gazetenn Ouest-France evit departamant Penn-ar-Bed.
- Armelle Le Guillou : kenurzhierez an embann.
- Olwenn Manac’h : pajennaozerez ha maketennerez.
Liammoù diavez
Daveennoù
- ↑ (fr) Jean-Marc PINSON, Culture. Istor Breizh, une publication sur l’histoire de la Bretagne, Ouest-France, 23 a viz Du 2024
- ↑ (fr) Léo Rozé, Médias : une nouvelle revue pour vulgariser l'Histoire de la Bretagne, France Bleu Breizh Izel, 25 a viz Du 2024
- ↑ (fr) Thibault Jeannin, Istor Breizh, la nouvelle revue pour faire connaître l’histoire de la Bretagne, BFM TV, 25 a viz Du 2024