BFM TV
BFM TV | |
---|---|
Logo ar chadenn abaoe 2019 | |
Chadenn skinwel | |
Krouet | D'an 28 a viz Du 2005 |
Perc'henn | RMC BFM |
Lugan | Première sur l’info |
Yezh | galleg |
Bro orin | Bro-C'hall |
Statud | Chadenn brevez vroadel |
Chadennoù c'hoar | RMC Découverte, RMC Story, chadennoù BFM Régions, BFM Business, RMC Sport, Tech & Co, BFM2 |
Lec'hienn | www.bfmtv.com |
BFM TV zo ur chadenn skinwel c'hall kelaouiñ diazezet e Pariz. Krouet e oa bet d'an 28 a viz Du 2005, eizh miz goude ma oa bet roet lañs d'ar skignañ TNT. BFM TV zo ivez ur rouedad skinwel gant chadennoù lec'hel e kêrioù brasañ Bro-C'hall.
Ur chadenn brevez digoust eo, perc'hennet gant RMC BFM, skignet dre an TNT, ar fun, al loarell, an IPTV hag ar web. Hervez Médiamétrie eo BFM TV an eil chadenn kelaouiñ sellet ar muiañ e Frañs e miz Du 2024, war-lerc'h CNews.
Aozadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Staliet eo sez BFM TV e Pariz er 15vet arondisamant (straed ar jeneral Alain de Boissieu), asambles gant chadennoù all rouedad BFM hag RMC.
BFM Rannvroioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Du 2016 e oa bet cheñchet anv BFM Business Paris da BFM Paris ha dont a reas da vezañ ur chadenn kelaouiñ lec'hel war dachenn ar rannvro Enez-Frañs[1].
E miz C’hwevrer 2019 e oa bet krouet ar rouedad « BFM Régions » ent-ofisiel, ha prenet chadennoù all e kêrioù brasañ Bro-C'hall e 2019 a-benn krouiñ chadennoù lec'hel all e Lyon, Lille ha Calais[2]. Brasaet ha ledanaet eo bet ar rouedad ar bloavezhioù da heul evit tizhout ouzhpenn dek chadenn lec'hel hiziv an deiz :
- BFM Paris Île-de-France
- BFM Marseille Provence
- BFM Toulon Var
- BFM Nice Côte d'Azur
- BFM Alsace
- BFM DICI Haute-Provence
- BFM Grand Littoral
- BFM DICI Alpes du Sud
- BFM Lyon
- BFM Grand Lille
- BFM Normandie
Logoioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Eric Le Bourhis, BFMTV lance ce lundi soir sa chaîne locale BFM Paris, Télé 2 semaines, D'ar 7 a viz Du 2016
- ↑ (fr) Christophe Gazzano, BFM Grand Lille et BFM Grand Littoral : Altice lancera deux nouvelles chaînes locales en février 2020, war lec'hienn ozap.com, d'an 29 a viz Du 2019