Mont d’an endalc’had

Irmgard Möller

Eus Wikipedia
Irmgard Möller
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAlamagn Kemmañ
Anv ganedigezhIrmgard Maria Elisabeth Möller Kemmañ
Anv-bihanIrmgard, Maria, Elisabeth Kemmañ
Anv-familhMöller Kemmañ
Deiziad ganedigezh13 Mae 1947 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBielefeld Kemmañ
Kompagnun(ez)Fritz Teufel Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Lec'h bac'hañStammheim Prison Kemmañ
Micherstourmer politikel Kemmañ
Ezel eusTuad an Arme Ruz Kemmañ

Irmgard Möller (pe Irmgard Moeller, 13 a viz Mae 1947 e Bielefeld) a zo un alamanez a gemeras perzh e Rote Armee Fraktion azalek 1971. Kelenner e oa he zad[1]. A-raok bezañ ezel eus RAF e stagas gant studioù alamanek.

Ezel eus RAF

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En RAF e oa he ferzh aozañ ha kenurzhiañ kement taol aozet e korn-bro Stuttgart.

  • D'an 12 a viz Mae 1972 ez eas Irmgard Möller hag Angela Luther da di ar boliserien en Augsburg. Ganto e oa malizennoù. Leuskel a rejont danvez-tarzh en 3de hag er 4re estaj hag ez ejoint kuit. Da 12e15 e tarzhas ar bombezennoù : gloazet e voe pemp poliser ha distrujet lein ar 4re estaj.
  • Soñjal a reer e kemeras perzh en ur gwalldaol all d'ar 24 a viz Mae 1972. Möller a vije bet unan eus an daou zen a laoskas kirri danvez-tarzh enno e diazlec'h servijoù-spiañ SUA e Campbell Barracks e Heidelberg. Lazhet e voe tri soudard (Ronald Woodward, Charles Peck ha Clyde Bonner) ha gloazet e voe pemp soudard all.
  • D'an 8 a viz Gouere 1972 e voe harzet ha kondaonet d'an toull-bac'h gant ul lez eus Hamburg. Da doull-bac'h Stammheim e voe kaset.

Bac'het ha klask en em zistrujañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar rentaoù-kont an toull-bac'h ma oa e lenner e klaskas en em zistrujañ (taolioù kontell) d'an 18 a viz Here 1977. Diwar holl izili RAF bac'het d'ar mare-se ez eo an hini nemeti a chomas bev. Soñjal a reer o doa savet un emglev en em zistrujañ en toull-bac'h. Izili all RAF evel Andreas Baader, Gudrun Ensslin ha Jan-Carl Raspe a varvas dre en em grougañ pe dre armoù-tan. Da vare an Diskar-amzer alaman e voe kalz divizoù pa'z embannas an dud a save a-du gant RAF e oa dibosupl en em lazhañ e toulloù-bac'h ken evezhiet. A-viskoazh he deus Irmgard Möller lavaret n'he doa ket klasket en em zistrujañ ha ne oa bet tamm emglev ebet e-touez izili RAF evit aozañ un emlazh a-stroll[2].

E 1995 e voe dieubet Möller. E Hamburg emañ o chom abaoe 2006.