Andreas Baader
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Alamagn |
| Anv e yezh-vamm an den | Andreas Baader |
| Anv ganedigezh | Berndt Andreas Baader |
| Anv-bihan | Andreas |
| Anv-familh | Baader |
| Deiziad ganedigezh | 6 Mae 1943 |
| Lec'h ganedigezh | München |
| Deiziad ar marv | 18 Her 1977 |
| Lec'h ar marv | Stammheim Prison |
| Doare mervel | emlazh |
| Abeg ar marv | gloaz dre arm-tan |
| Lec'h douaridigezh | Dornhaldenfriedhof |
| Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg |
| Lec'h bac'hañ | Moabit Prison, Stammheim Prison |
| Micher | sponter |
| Tachenn labour | sponterezh |
| Bet war ar studi e | Grundschule an der Herrnstraße |
| Ezel eus | Tuad an Arme Ruz |
| Darvoud-alc'hwez | Frankfurt department store firebombings, 1968 |
Bernd Andreas Baader (ganet d'ar 6 a viz Mae 1943 e München ha marvet d'an 18 a viz Here 1977 e Stuttgart) a oa ezel ha penn an aozadur stourm alaman RAF « Tuad an Arme Ruz» (Rote Armee Fraktion), lezanvet ivez «Bandenn Baader» ). Empleget int bet e-barzh 5 gwalldaol gant danvez-tarzh e-pad ar bloavezh 1972. Harzet e oa bet er bloaz-se, en hevelep prantad e oa bet lakaet en toull-bac'h e vignonez ha kendiazerez ar RAF, Gudrun Ensslin, ha Jan-Carl Raspe. Erfin e oant bet adkavet marv pep hini en e log, ar pezh en doa lakaet ar vezeien lezennel da soñjal en un emlazh a-stroll.
Buhezskrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En ur vro daouhanteret goude an Eil Brezel-bed eo kresket Andreas Baader. E ti e vamm-gozh e veve e-pad bloavezhioù kentañ e vuhez, ha war-lerc'h, en un tiegezh ennañ teir flac'h : e vamm, e vamm-gozh hag e voereb. En e brantad skoliata e oa bet skarzhet diouzh meur a skol. Tremen a reas e yaouankiz hep tad, hag hervez an istorourien e oa aet diwar wel Berndt Phillipp Baader e 1945, e-doug ar brezel. Aet e oa Andreas kuit eus München evit erruout e Berlin hag eñ en em deurel war leurenn an tu-kleiz pellañ, o c'houzout en doa bevet dija a bep seurt avanturioù ha gwall droioù, en e oad krenn (meur a dell-gastiz-bleniañ en doa bet koulz war an hent hag un toullad kudennoù all). Torfedoùigoù bihan en doa itriket : laerezh kirri, falsañ paperoù.
Pa oa Baader yaouank e oa koulz lâret an den nemetañ a vage fiziañs ennañ e eontr. Hemañ a oa koroller hag aktour, anveet Michael Kroecher, e-pad pell e viras darempred mat gantañ.
Ar sorc'henn da stourm
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lies e oa oberezhioù Baader (da skouer eo bet mankin evit kazetennoù heñvelreizhiad). E-pad e vloavezhioù e Berlin en deus bet labouret war chanterioù evit sevel tiez, hep ober berzh, labouret en deus ivez evel kazetenner evit keleier-sebeziñ. Dedennet e oa gant al lennegezh hag ar prederouriezh ivez.
E miz Mae 1967 e oa bet un tangwall e Brusel e-barzh ur gourmarc'had, ennañ 323 den marvet. Lidet e voe an darvoud gant ar Kommune 1, a gemennas e oa bet un darvoud enepimpalaerour « Brusel a vo Hanoi » ; pegoulz 'ta e tevo ar gourmac'hadoù e Berlin ivez ?». Divizet o doa neuze Baader hag Enslin tremen hep respont dre un arguzennerez dre gomz, hogen tremen dre oberioù fetis, ober gant ar stourm feulz. An enebiezh a oa savet etre Baader ha paotred ar Kommune 1, a voe pennabeg hervez Bommi Baumann, evit ma yaje Bader da blantañ tan. Ar stourmerien feulsañ a dapas stur an emsav.
D'an 2 a viz Ebrel 1968, Baader, Gudrun Ensslin, Thorwald Proll hag Horst Shönlein o doa plantet tan en ur gourmac'had e Frankfurt. An tanioù-gwall-mañ o doa koustet da vihanañ 675 000 deutsche mark, hogen ne oa bet gloazet hini ebet. Abalamour d'an afer-se, d'an 31 a viz Here 1968, e oa bet kondaonet Badder hag e vignonez Gudrun Ensslin da 3 bloaz toull-bac'h. Da heul un azgoulenn evit klask adwelout e gastiz e oa bet dieubet Baader, hag hemañ da gemer perzh e Frankfurt, gant Ensslin adarre, er c'houlzad Heimkampagne gant ar strollad «enebiezh ouzhpenn-breujoù». D'an ampoent ma ranke distreiñ d'an toull-bac'h e 1969, e tivizas tec'hout kuit diouzh Alamagn ha mont da guzhat e Pariz da gentañ, hag e Italia war-lerc'h.
E miz Meurzh 1970 e tistroas da Berlin gant Ensslin. Hogen flatret e oant bet gant Peter Ubracht, da heul ma oa bet harzet hemañ en ur c'hontroll poliserien. Setu adarre Bader taolet en toull-bac'h e Tegel. D'ar 14 a viz Mae 1970, er memes bloavezh, e oa bet treuzkaset betek ar Greizenn alaman evit ar goulennoù sokial e Berlin, ma oa sañset kaout emgav gant Ulrike Meinhof, evit divizout ha sevel un danvez levr, hogen en gwirionez e oa emdroet en ur seurt hold-up gant armoù, evit dieubiñ anezhañ. E-kerz an dennadeg e voe tizhet ar c'hargad Georg Linke. Devezh an dieubidigezh a glot gant deiziad krouidigezh, an RAF. Ouzhpenn-se e oa ar wech kentañ ma implijent armoù-tan evit kas o stourm da benn, ha tud gloazet.
Ar RAF
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 5 a viz Mezheven 1970, an destenn « Sav a arme ruz» a zo embannet er gazetenn Agir 883 hag e oa an disklêriadur kefridi ha diazezet ar RAF. En destenn e oa skrivet gêrioù-stur evel : «Kas stourm ar renkadoù war-raok – kenaozañ ar broletaerien – Kregiñ er stourm armet – Sevel an arme ruz». O fennaenn a oa dreist-holl, ar stourm-armet ouzh ar stad alaman, lakaet da faskour hervezo rak dindan beli ha kazel-ge an Amerikaned, o kas da benn sponterezh ha brezelioù er bed a-bezh, panevet e Vietnam.
Eus miz Even betek miz Eost, Baader, Gudrun Ensslin, Ulrike Meinhof, Horst Mahler, Peter Homann, Brigitte Asdonk hag un daouzek bennak all a oa aet d'ur c'hamp spontourien evit gourdoniñ, deskiñ ha pleustriñ war an teknikoù brezel, aozet gant ar Fatah, e Sisjordania, evit kaout ur gwir stummadur soudardel, ha bout gouest da embregañ armoù. Emanvet da vestr-meur ar strollad e oa Baader, en ur lakaat bec'h war an izili all, ha kemenn dezho e c'hellje o lazhañ. Kement a fouge a oa ennañ ma savas trubuilh gant ar stourmerien balestinian all, ma fellas dezho skarzhañ hemañ diouzh o c'hamp.
Da gentañ e sachas Baader hag e strolladig evezh ar gouarnamant gant o argadoù niverus ouzh an tiez-bank, en ur laerezh kirri ha teulioù pouezus, evit gellout bevañ en disgwell, ha splujañ en o donkadur a vuhez kuzh. Arsailhet o doa tri zi-bank diouzh renk, gant 16 ezel ar strollad d'an 29 a viz Gwengolo, hag e oa bet laeret ganto betek 209 000 DM.
E miz Ebrel 1971 e oa bet skignet ur blegfolenn dianv anvet «meizad ar brezel kuzh e kêr». Re e oa evit ar gouarnamant, hag an aotrouniezhoù o doa kroget gant un enklask hag ur furchadeg divent war-lerc'h ar RAF, gant ar spi lakaat sezis war kalonenn an 50 ezel, remziad kentañ an RAF.
E-doug mizioù kentañ ar bloavezh 1972, Baader hag e vrigadenn a lakaas savadurioù arme ar S.U.A. da darzhañ, ha savadurioù publik. Abalamour d'ar pemp gwalldaol sevenet gant bombezenn, e voe lazhet 5 den ha gloazet 30 re all.
Baader, Raspe ha Meins a voe harzet en o ranndi e Frankfurt am Main d'ar 1añ a viz Even 1972, goude ur pennad hag a oa padet 2 eurvezh, gant tennoù diouzh an druilh etre ar polis hag ar stourmerien. Da heul e voe un hir a brantad ma voent kaset d'al lezioù barn evit o frosezioù, ha d'an toull-bac'h e Stuttgart-Stammhein, gant ur c'hornad diogellet ispisial evit ar spontourien.
Ar prederour Jean-Paul Sartre en em gavas gant Andreas Baader, d'ar 4 a viz Kerzu 1974, en e log e Stuttgart-Stammhein, evit kaozeal diwar-benn stad ar brizonidi en toulloù-bac'h arbennikaet-se. Ganto e oa bet deskrivet evel «kel jahinañ dre zigenvez spontus ».
E miz Ebrel 1977, goude 192 devezh prosez e Stammheim, e oa bet kondaonet Andreas Baader da vezañ bac'het betek fin e vuhez, evit ar muntroù en doa sevenet en anv ar "reveulzi".
Marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 13 a viz Here 1977, gant 4 ezel (arab) eus Talbenn ar Bobl evit Dishualded Palestina e voe diheñchet un nijerez 181 Lufthansa, lañset eus Majorka, evit kas ar veajourien betek Frankfurt am Main. 81 beajour a voe er skrapadenn. Pennoù ar skraperien a c'houlennas marc'hata gant pennadurezioù ar BRD hag ober un eskemm : gourc'hemennet o doa digant pennadurezhioù Alamagn dieubidigezh an 11 prizoniad eus ar RAF, bac'het e Stammhein, en eskemm d'ar 81 beajour. Echuiñ a reas ar c'harr-nij en ur vro all, ha douarañ a reas e Mogadiscio, e bro Somalia. An abadenn a echuas d'an 18 a viz Here, gant emell ur bagad ispisial soudarded alaman.
Hervez an testennoù kefridiel, e oa bet kelaouet Raspe dre ar skingomz, eus titour c'hwitadenn mac'hatadenn ar balestinianed, hag en doa komzet ouzh Baader, Ensslin ha Irmgard Möller, evit kenurzhiañ ur pakt emlazh a-stroll. Diouzh ar beure e oa bet adkavet marv, Baader ha Raspe en o logel bep ur boled en empenn, Ensslin a oa bet adkavet krouget, ha Möller kavet 4 taol kontell en e gof.[Irmgard Möller|Möller]] a chomo bev.
Filmoù ha levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1978 : (fr) Deutschland im Herbst (Alamagn en diskaramzer), film a-stroll savet gant Alexander Kluge, Rainer Werner Fassbinder ha Volker Schlöndorff.
- 2002 : (fr) Baader, film alaman savet gant Christopher Roth.
- 2006 : (fr) Des foules, des bouches, des armes (Engroezioù genaouioù, armoù), levr skrivet gant Alban Lefranc a-zivout Baader, Ensslin ha Vesper (he mignon kentañ dezhi).
- 2008 : (de) Der Baader Meinhof Komplex, film alaman savet gant Uli Edel.
- 2009 : (de) Mogadiscio, stirad diwar-benn dieubidigezh an ostajed e Mogadiscio.
- 2011 : (de) Wer wenn nicht wir (Piv, nemedomp), film alaman savet gant Andres Veiel.