Mont d’an endalc’had

Angelika Speitel

Eus Wikipedia

Angelika Speitel (12 a viz C'hwevrer 1952 e Stuttgart) a zo un alamanez a voe ezel eus eil rummad Rote Armee Fraktion.

Speitel a labouras eve grefierez[1] e burev ar breutaer Klaus Croissant, asambles gant he gwaz Volker Speitel, hag a oa ezel eus RAF ivez. D'ar mare-se e kemeras perzh en aozañ ur sistem kelaouiñ a yae en-dro e-touez sponterien bac'het e pep lec'h en Alamagn[2] Volker a zibabas bevañ kuzhet azalek 1974, hag Angelika a reas heñvel goude bezañ bet tamallet bezañ kemeret perzh e muntr Jurgen Ponto e 1977.[3].

Ezel oberiant eus eil rummad RAF e teuas da vezañ. Kemer a reas perzh e tagañ meur a di-bank[1] ha soñjal a reer e kemeras perzh e skrapañ ha lazhañ Hanns-Martin Schleyer[4].

D'ar 24 a viz Gwengolo 1978 e voe paket gant ar boliserien pa oa o pleustriñ gant armoù-tan en ur c'hoad nepell diouzh Dortmund,[5]. Asambles ganti e oa Michael Knoll ha Werner Lotze. Ur fuzuilhadeg a voe, ma voe lazhet ur poliser anvet Hans-Wilhelm Hans, ha Speitel and Knoll a voe gloazet ha harzet. Dont a reas a-benn Lotze da vont kuit, ha Knoll a varvas diwar e c'hloazadennoù[6].

Bac'het ha dieubet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tamallet e voe da Speitel bezañ ur vuntrerez ha kondaonet e voe da chom en toull-bac'h he buhez-pad gant ul lez eus Düsseldorf[7] E-pad ma oa bac'het e klaskas en em grougañ ha troc'hañ hec'h arzorn met bev e chomas.[8] E 1989 e voe pardonet gant Richard von Weizsäcker, hag eñ prezidant Alamagn[9]. ha dieubet e voe e 1990. E Bergheim emañ o chom.