Irmandades da Fala
An Irmandades da Fala (Breuriezhioù ar Yezh) a oa ur gevredigezh vroadelour eus Galiza hag a voe oberiant etre 1916 ha 1931. Ar strollad kentañ e oa e Galiza hag a rae gant ar galizeg hepken.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1915 e voe embannet ur galv gant Aurelio Ribalta, ur skrivagner galizeg o vevañ e Madrid, d'an dud da zifenn ar yezh. D'ar 6 a viz Genver 1916, er bloaz war-lerc'h, e stagas Antón Villar Ponte gant al labour da sevel ul luskad difennourien ar galizeg, dre ar gazetenn La Voz de Galicia hag e miz Meurzh 1916 e voe embannet gantañ ul levrig anvet Nacionalismo gallego (Apuntes para un libro). Nuestra afirmación regional ("Broadelouriezh c'halizat (Notennoù evit ul levr). Hon diogeladur rannvroel") ma plede gant difenn yezh ar vro.
Degemeret mat e voe e c'halv, gant tud a bep seurt. Ha d'an 18 a viz Mae 1916 en em vodas tud e ti ar Real Academia Galega en A Coruña, da sevel un Hirmandade dos Amigos da Fala ("Breuriezh Mignoned ar Yezh"), gant Antón Villar Ponte en he fenn. Goude e voe krouet strolladoù all e meur a lec'h dre ar vro, e Santiago de Compostela, Monforte de Lemos, Pontevedra, Ourense...
A-raok pell e oa skourroù e 27 lec'h disheñvel hag aozet e voe a bep seurt abadennoù ganto, kentelioù yezh hag all. D'ar 14 a viz Du 1916 e teuas er-maez an niverenn gentañ eus o c'helaouenn, A Nosa Terra ("Hon Douar"), e galizeg penn-da-benn, ha ganti 2000 koumantanter adalek an deroù. E dibenn 1917 e voe graet emglev etre an Irmandades da Fala ha Katalaned al Lliga Regionalista Catalana evit kinnig tud e mouezhiadeg 1918, en aner avat.
Er vodadeg vloaziek kentañ, e miz Du 1918, e voe embannet ur "manifesto broadelour" a voe diazez programmoù an holl vroadelourien e Galiza betek Brezel diabarzh Spagn : disklêriet e veze ennañ e oa Galiza ur vroad, goulennet e veze un emrenerezh klok evit ar vro hag ar galizeg da yezh kenofisiel. E-pad diktatouriezh Miguel Primo de Rivera e tigreskas an niver a izili en Irmandades. Met kreskiñ a reas adarre goude se.
Goude ar seizhvet bodadeg vloaziek e 1931 e voe savet ur gwir strollad politikel, anvet Partido Galeguista. Ha goude-se e voe fin, tamm-ha-tamm, d'an Irmandades.