Mont d’an endalc’had

Iriennouriezh

Eus Wikipedia
Tresadenn enepyuzev awenet gant an iriennouriezh. Diskouezet eo ar banker yuzev Rothschild o terc'hel ar bed en e zaouarn, 1898

An irinennouriezh a zo ur gredenn, un ideologiezh ivez a-wechoù, a zo hini an iriennourien, a zispleg drezi darvoudoù politikel, istorel, hag a vije c'hoarvezet abalamour d'un irienn guzh bennak, evit diskar ar galloud (politikel, armerzhel pe relijiel), pe evit kemer ar galloud. Hervez ar gredenn-se e vez strolladoù tud droukrañsus, politikourien pe torfedourien, o klask kemer ar stur dre guzh hag o tistruj o enebourien. .


Un toullad tud a embann ez eus iriennoù a-enep ar stad, Bro-C’hall, ar galleg, pe a-enep ar peoc’h, ar bed. Komz a reer neuze eus iriennouriezh: n'eo ket ur skiant evel-just, met ur gammweledigezh eus ar bed, pe un douellweledigezh.

Ijinañ iriennoù a ra an iriennourien. Pe e kredont er pezh a laront, pe e klaskont levezoniñ ar speredoù. Darn eus an dud-se a c'hall bezañ brozennourien, klañv a spered, re all servijerien ar stad pe ur gostezenn bolitikel bennak, hag ober propaganda.

Alies e vez diaes da zigejañ an daou seurt ijinerien iriennoù, rak un irienn ijinet evel arm ar propaganda a c'hall bezañ diefed war milionoù a dud ha derc'hel da levezoniñ tud klañvidik pe hegredik.

An iriennoù ijinet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bremañ e vez ijinet iriennoù bedel, kement hag ober:

  • Irienn ar Yuzevien, ijinet a bell zo, zo bet implijet gant polis kuzh an tsared evit skrivañ al levr Protokol Furien Sion, implijet war-lerc'h gant an nazied, hag hiriv c'hoazh gant stadoù zo (Iran da skouer); hervez an iriennourien-se e vefe ar Yuzevien pennkaoz d’ar gwalldaol a voe e New-York d’an 11 a viz Gwengolo. Sellet e vez ouzh al levr gant tud zo evel pa vije ur gwir levr istor.
  • An irienn amerikan, a glask hon lakaat da grediñ ne oa ket bet argadet ar Pentagon gant ur c'harr-nij, pa ne vije bet karr-nij ebet en deiz-se, hervez an iriennour gall, Thierry Meyssan .
  • ar c'h-chemtrails : an arme, pe an NASA, a vefe o skeiñ louzoù eus kirri-nij war an dud.
  • Ma ne glot ket ar fedoù gant ho teorienn iriennnoù n’hoc’h eus ken ‘met ijinañ un iriennn brasoc’h c’hoazh. Robert D. Hicks, In Pursuit of Satan.

Levrioù da lenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Les nouveaux imposteurs, Antoine Vitkine, La Martinière.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]