Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Iriennouriezh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ne glot ket pennad ar wiki galleg gant hemañ. Gwelloc'h e vefe moarvat chom hep lakaat hini pe lakaat ur frazenn e lodenn an destenn a denn d'an "iriennouriezh" hag a rofe al liamm etrezek ennañ. Kavout a ran bras ivez ober ur skiant (an iriennouriezh) eus ar pezh n'eo ken un damkaniezh er pennad galleg hag e saozneg (fr:Théorie du complot, en:Conspiracy theory, damkaniezh an irienn). Lakat a rafen kentoc'h "damkaniezh an irienn" evel er pennad gallek.--Kadwalan 18 Mae 2007 da 17:49 (UTC)[respont]

Fromus eo gwelout e vez lennet a dost ma arnodskridoù politikel kerkent ha dozvet.
Da soñj eo, n'eo ket ma hini. Marteze e vo re all.
" fr:Conspirationnisme" eo anv ar pennad e galleg. Pe unan eus an anvioù. Plijout a ra dit an anv na blij ket din, ha "vice versa", ur pezh afer, kouda.
N'eo ket ret d'ar skridoù klotañ eus an eil yezh d'eben, nemet e vije diskoachet din ar reolenn a embannfe se fraezh
Pa'm bo amzer e taolin ur sell war ar skrid gallek, d'e implij em zamm keusteurenn.
N'ouzon ket pelec'h e welez e rafen ur skiant eus se. Lennet fall ganit marteze. Nag ar gomunouriezh nag an iriennouriezh n'int skiant ebet evit echuiñ gant "ouriezh". Ar vroadelouriezh hag ar ouennelouriezh kennebeut all.
Ne garan ket marmouzañ ar pennadoù gallek. O implij ne laran ket. Bianchi-Bihan 18 Mae 2007 da 19:20 (UTC)[respont]
Gwir eo em eus lennet re vuan. Savet fall eo an titl memes tra. Daou c'her a denn da draoù disheñvel zo ennañ (ar pezh a ziskouez ez eus mesket danvezioù disheñvel er pennad). Setu vo ret kemm anezhañ. N'eo ket skrivet e rank klotañ an danvez penn-da-benn en eil yezh hag eben met ne welan ket ar splet zo da liammañ Korrgi da en:dog ha da gomz eus en:chihuhua e-barzh. Lakaet az toa danvez a denn d'an irienn fetis gant hini a denn da en:Conspiracy, fr:Conspiration ha gant lod a denn da fr:Théorie du complot, en:Conspiracy theory).
Ret eo reizhañ an titl forzh penaos, lakaat iriennouriezh mar kerez, ha kinnig a ran dit ma vo savet ur pennad "irienn" ma vo bountet a pezh a denn d'an irienn-mañ-irienn ez pennad. --Kadwalan 31 Gou 2011 da 17:15 (UTC)[respont]

Troetoc'h e ven da welout an traoù eveldout hiziv, nemet amzer d'ober war-dro n'em eus ket c'hoazh. Bianchi-Bihan 31 Gou 2011 da 17:26 (UTC)[respont]

ok, lennet em boa re vuan ivez --Kadwalan 31 Gou 2011 da 17:43 (UTC)[respont]