Ira Hayes
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Lealded | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Ira Hamilton Hayes |
Anv-bihan | Ira |
Anv-familh | Hayes |
Deiziad ganedigezh | 12 Gen 1923 |
Lec'h ganedigezh | Sacaton |
Deiziad ar marv | 24 Gen 1955 |
Lec'h ar marv | Bapchule |
Lec'h douaridigezh | Bered vroadel Arlington |
Micher | harzlammer milourel |
Deroù ar prantad labour | 1942 |
Sport | skydiving |
Grad milourel | Korporal |
Brezel | Eil Brezel-bed, Battle of Vella Gulf, Bougainville Campaign, emgann Iwo Jima |
Skour lu | United States Marine Corps |
Prizioù resevet | World War II Victory Medal |
Ira Hamilton Hayes, ganet d'an 12 a viz Genver 1923 hag aet da Anaon d'ar 24 a viz Genver 1955, a oa un Amerindian Akimel O'odham hag ur Marine e-kerzh an Eil Brezel-bed. Hayes a oa ezel eus ar meuriad Keli Akimel Oʼotham, lec'hiet en Pinal ha Maricopa, kontelezhioù eus Arizona. Emezellet e oa e adarmead an United States Marine Corps Reserve d'ar 26 a viz Eost 1942, ha, goude ar c'hourdonadenn danvez soudard, e oa deuet da vezañ ur Paramarine dre youl. Stourm a reas e Bougainville hag e Iwo Jima, war talbenn Brezel ar Meurvor Habask.
Hayes a oa bet brudet-mat evit bezañ unan eus c'hwec'h douger banniel ar poltred dreistbrudet Raising the Flag on Iwo Jima gant ar poltreder Joe Rosenthal.[1][2] Ar c'hentañ banniel a oa bet savet war ar Menez Suribachi d'an 23 a viz C'hwevrer 1945, e su enezenn Iwo Jima. Dre ma oa bet kavet e oa re vihan ar banniel kentañ e oa savet unan all d'an devezh-se, brasoc'h anezhañ. Un eil poltred gant ur banniel nevez, e-lec'h ma oa Hayes ivez, a oa deuet da vezañ brudet-meurbet. Goude an emgann, Hayes ha daou soudard all bet anavezet war poltred an eil banniel, hag o devoa dreistbevet d'an emgann wadus, a oa bet fiziet enno kefridioù rastellañ arc'hant da vare ar seizhvet rastelladenn arc'hant brezel. E 1946, goude e servij er C'horfad fuzuilherien-vor, e oa bet Hayes un test evit anavezout ar soudarded a oa bet poltredet, rak kudennoù a oa bet evit gouzout piv e oa resis ar soudarded.
Goude an Eil Brezel-bed, Hayes a oa klañv gant ar stroñs goude-traomatek ha goustadik e oa kouezhet en alkoolegezh. D'an 10 a viz Du 1954, e oa bet oc'h arvestiñ diskouezadeg kentañ ar Marine Corps War Memorial en Arlington County, Virginia, a oa bet savet a-ziwar ar poltred gant Hayes ha pemp marines all o sevel an eil banniel en Iwo Jima. Goude un nozvezh oc'h evañ d'an 23-24 a viz Genver 1955, e oa marvet gant ar yenijenn hag ampoezonet gant an alkool. Beziet e oa bet gant enorioù milourel leun leun e Bered vroadel Arlington d'an 2 a viz Chwevrer 1955.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ó'Riain, Seán (2006-09-01). "An Irishman's Diary", The Irish Times.
- ↑ Corporal Ira Hamilton Hayes, USMCR. Who's Who in Marine Corps History. History Division, United States Marine Corps.