Enezeier al Linne Chluaidh a vez graet ouzh an enezennoù a zo etre Siorrachd Inbhir Àir hag Earra-Ghàidheal e Linne Chluaidh. War c'hwec'h enezenn hepken ez eus tud o chom e-touesk an 40 enezenn. Ar re vrasañ hag ar re ma vez kavet ar muiañ a dud eo Eilean Arainn, Eilean Bhòid, Cumaradh Mòr hag Eilean MoLaise. Betek Innis Mheàrnaig e kas ar bagoù ivez.
Pa gomzer eus enez (pe enezenn) amañ e reer anv eus un douar gant mor en-dro dezhañ bemdez, met n'eo ket a-hed an deiz, ha n'eo ket stag ouzh un douar bras dre ur pont pe ur chaoser.[1]. N'eus pont ebet da stagañ an inizi-mañ, pezh n'eo ket gwir evit holl inizi ar peder enezeg vrasoc'h.
↑Gant termenadurioù liesseurt e reer e Bro-Skos. Hervez ar General Register Office for Scotland e talv Isle, Island kement ha tolzad douar gant dour tro-dro ha distag diouzh douar-bras Skos , met inizi stag dre bontoù hag all zo e-barzh ivez.
↑Haswell-Smith (2004) op cit, war-bouez ar re a zo merket gant ur steredennig, a zo brasjedadennoù diazezet war kartennoù an Ordnance Survey ha stadegoù 2003 ar General Register Office for Scotland, a zo aet da get e 2011.
↑General Register Office for Scotland (28 Nov 2003).
↑Haswell-Smith (2004) op cit ha kartennoù an Ordnance Survey.
↑Kartennoù an Ordnance Survey. Dre vras ez eo uhelder ul lec'h uhel war an darn vuiañ eus an inizi, met en un nebeud inizi n'eo ket al lec'h uhelañ..