Eilean Arainn

Eus Wikipedia
Eilean Arainn en Ayrshire.
Eilean Arainn etre Kilbrannan Sound ha Kintyre er c'hornôg ha Firth of Clyde er reter, ha Sound of Bute en hanternoz.

Eilean Arainn (Arran, pe Isle of Arran e saozneg) a zo brasañ enezenn Firth of Clyde, e Bro-Skos, e North Ayrshire. Da goulz niveradeg 2001 e oa 5 058 a dud o chom enni. Seizhvet brasañ enezenn Skos eo, an navet eus Breizh-Veur (ne gonter ket Iwerzhon). Alies e vez meneget gant an Inizi Gall, met hanternosoc'h eo an inizi-se, er c'hornôg da g-Cinn Tìre emañ an hini dostañ.

Eus Enez Arainn e teu Jack McConnell, a zo bet kentañ ministr Bro-Skos.

Douaroniezh ha douarouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emañ an enezenn er Firth of Clyde etre Ayr ha Cinn Tìre. Brodick (anv deuet eus an norseg, bae ledan) eo argêriadenn vrasañ, ha porzh al lestr-treizh eus an douar-bras. Kastell Brodick a zo e dalc'h Dug Hamilton.
Un toullad menezioù zo en hanternoz, hag an uhelañ eo Goat Fell, 874 metr dezhañ.

Kêriadennoù Arran[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Inizi tro-dro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Teir enezenn vihanoc'h zo en-dro da Arainn :

  • Holy Isle er reter, a-dal da Lamlash
  • Pladda, a-dal da aod kreisteiz Arainn
  • Tiny Hamilton Isle, en hanternoz da Holy Isle.
  • Eilean na h-Airde Baine, er mervent da Arainn, e Corriecravie, zo kerreg stag ouzh Arainn pa vez izelvor.

Inizi all ar Firth of Clyde eo Eilean Bhòid (Bute), Great Cumbrae hag Inchmarnock.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peulvanoù Machrie Moor.

Peulvanoù ha krommlec'hioù eus Oadvezh ar maen a zo, evel re Machrie Moor pe Giant's Graves (Bezioù ar Ramzed) uc'h Whiting Bay.

Breserezh Arran[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

The Arran Brewery zo ur vreserezh vihanik krouet e miz Meurzh 2000 e Cladach, e-kichen Brodick. Tri seurt bier a vez graet, e barrikennoù hag e boutailhoù.

Yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Marvet eo gouezeleg Arainn gant marv Donald Craig e 1970. Un ti-ar-gouezeleg zo avat, e Brodick, savet e dibenn ar bloavezhioù 1990.

Kestell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kastell Brodick a weler war bilhedoù £20 ar Royal Bank of Scotland ha Kastell Lochranza eo a zo bet kemeret da batrom en Enez Du, levr troioù-kaer Tintin.

Kazetenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

The Arran Banner, krouet e 1974, a zo lennet stank.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Skeudennoù (klikañ evit brasaat anezho)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]