Inis Airc

Eus Wikipedia
Inis Airc, gwelet eus Inis Bó Finne
Inizi kornaoueg Iwerzhon

Inis Airc (Inishark e saozneg) zo un enezenn eus kornaoueg Iwerzhon, e-kichen Inis Bó Finne, e kontelezh Gaillimh.

E-pad meur a gantved e voe tud o vevañ war an enezenn hag aspadennoù zo eus kement-se e stumm savadurioù ha bezioù eus Oadvezh an Arem. E 1960 avat e tivizas gouarnamant Republik Iwerzhon kas an enezourien d'an douar-bras da vevañ, abalamour d'an diaez ma oa ar vuhez war an enez, troc'het alies diouzh an douar-bras gant an amzer fall. D'an 20 a viz Here 1960 e voe kuitaet Inis Airc gant ar 24 den a oa o vevañ enni, war bigi o c'hasas da zouar-bras Conamara.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]