Inis Bó Finne (Gaillimh)
Neuz
- Diwar-benn Inis Bó Finne e kontelezh Gaillimh eo ar pennad-mañ. Un enezenn all zo anvet Inis Bó Finne e kontelezh Dún na nGall.
Inis Bó Finne, da lavaret eo « enez ar vuoc'h wenn » en iwerzhoneg (saoznekaet e Inishbofin e saozneg) zo un enezenn dirak aod kornôg Conamara, war-hed 8 km diouzh an douar-bras.
War-dro 5,5 km hed hag 3 km led eo, ha poblet eo gant war-dro 200 den. Mont a c'haller da Inis Bó Finne gant bagoù a loc'h diouzh porzhig An Cloigeann, war an douar-bras.