Ingvar Kamprad

Eus Wikipedia
Ingvar Kamprad en Haparanda e miz Even 2010

Feodor Ingvar Kamprad, ganet d'an 30 a viz Meurzh 1926 hag aet da Anaon d'ar 27 a viz Genver 2018, a oa ur penn-embregerezh svedat. Gantañ e oa bet krouet an embregerezh arrebeuri IKEA, un embregerezh treuzvroadel a werzh arrebeuri ha traoù a bep seurt evit an ti. Bevet en devoa e Suis etre 1976 ha 2014.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Klañv e oa bet gant e zoug d'ar boeson.

E varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Marvet e oa Kamprad en e gousk gant an danijenn skevent en e di e Småland, Sveden, d'ar 27 a viz Genver 2018. Oadet e oa a 91 vloaz.

Tabutoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meneget ez eus bet gant kazetennerien e oa bet Ingvar Kamprad un nazi e-pad e yaouankiz evezhiet gant servijoù surentez Sveden. Chomet e oa kamalad gant Per Engdahl, ur penn strollad nazi svedat d'an nebeutañ betek fin ar bloavezhioù 1950. Nac'het e oa bet gant Kamprad e penn kentañ met war-lerc'h an trouz tro-dro d'an afer-se e rankas embann e zigarezioù da implijidi an embregerezh. E-pad un atersadenn e 2010 gant Elisabeth Åsbrink, Kamprad en devoa embannet "Per Engdahl zo un den dibar, ha kenderc'hel a rin d'e embann betek fin ma buhez".

Hervez un nebeud kazetennerien e voe krouet an embregerezh IKEA gant arc'hant an nazied e-fin an Eil Brezel-bed.