Mont d’an endalc’had

Ikea

Eus Wikipedia
(Adkaset eus IKEA)
Ikea
furniture store chain, merk
Tachenn obererezhioùMichererezh, design, retail Kemmañ
Deiziad krouiñ28 Gou 1943 Kemmañ
Anv er yezh a orinIKEA Kemmañ
Anvet diwarIngvar Kamprad, Elmtaryd, Agunnaryd socken Kemmañ
DiazezerIngvar Kamprad Kemmañ
Lec'h diazezÄlmhult Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.ikea.com Kemmañ
Implijet gantStichting INGKA Foundation, Inter IKEA Foundation Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadNationalmuseum, Design Museum Gent, TextileMuseum, Mirdi Boijmans Van Beuningen, Centraal Museum Kemmañ
Typically sellsarrebeuri Kemmañ
Sitemap URLhttps://www.ikea.com/sitemaps/sitemap.xml Kemmañ


Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Logo IKEA

IKEA a zo ur c'hoñsever ha detailher war an arrebeuri ha traoùachoù evit kinklañ an tiez. Gwerzhet e vezont dre bakadoù, ha d'ar prener eo d'o sevel goude (ostilhoù a vez kaset peurliesañ gant ar pakad). An holl broduioù a vez ijinet atav er memes lec'h, en Almhult (Sveden) e-lec'h ma oa stal gentañ Ikea. Er bloavezhioù 1980, eo bet lec'hiet Ikea dindan un diazez gwir nederlandat, evit lakaat war-raok diorroadur ar strollad Ikea.

Invgar Kamprad
An diskouezadeg kentañ

Ar peder lizherenn IKEA a zo savet diwar lizherenn gentañ pevar ger. I evit Ingvar (anv-bihan ar c'hrouer), K evit Kamprad (anv-familh ar c'hrouer), E evit Elmtaryd (anv an ti-feurm e-lec'h m'en deus Ingvar Kamprad bevet e vugaleaj) hag A evit Agunnaryd (anv e gêriadenn). E penn-kentañ e vuhez, e oa Invgar Kamprad ur gwerzher paperezh ha produioù all dre getpar. Paotr-laezh ar gêriadenn a oa karget da reiñ ar pakadoù d'ar brenerien. An arrebeuri kentañ a zo bet diskouezet e 1947 hag e 1955 e stagas Ingvar Kamprad gant an aferioù. Ar stal IKEA kentañ a zo bet staliet en ur gêriadenn en Almhult, e-kichen Agunnaryd e Sveden. Aze c'hoazh, e vez kaset an aferioù da benn hiziv an deiz. Ar stal gentañ e diavaez Sveden a oa bet krouet, a oa en Asker e Norvegia. Levr-roll IKEA kentañ a voe bet embannet e 1950, hag e 1953, eo bet digoret en Almhult an diskouezadeg kentañ ma veze lakaet war-wel an arrebeuri pennañ. N'eo nemet e 1973, ma voe digoret ur stal IKEA e-maez eus ar broioù Skandinavia, e Suis e oa.

Meur a stil a zo e IKEA, met an holl a zo sachet diwar ar mod design suediz. Kavet e vez koad melen, linennoù glan... Ar produioù e kit a zo holl gwerzhet e-barzh pakadoù plad e kartoñs evit ma vefe marc'hadmatoc'h hag aes da zougen. Bez ez eus ivez, e-barzh ar stalioù IKEA, ur preti doare self. Servijet 'vez pladoù suediz, evel eog gant annuz pe pesked lieseurt. E-tal ar c'hefioù, ez eus ur stal e-lec'h ma vez gwerzhet produioù Suediz evel madigoù (Daim dreist-holl), gwastili pe broduioù fresk.


Orin an anvioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar produioù IKEA a zo anavezet gant anvioù dre temoù liesseurt. Lodenn vrasañ an anvioù a zo suediz, danniz pe finn.

  • Arrebeuri bourellet, taolioù kafe, arrebeuri rotin, estajerennoù media pe get, dorniad dorioù : anvioù-lec'h suediz;
  • Armelioù hag arrebeuri dont-e-barzh : anvioù-lec'h norvejian;
  • Taolioù ha kadorioù : anvioù-lec'h finn;
  • Aferioù saliou-dour : anvioù lennoù, redoù ha bae skandinav;
  • Keginoù : termennoù gramatikel pe anvioù all;
  • Gwiadoù, ridochoù : anvioù merc'hed;
  • Arreubeuri jardin : anvioù enizi suediz;
  • Tapisoù : anvioù danniz;
  • Sklaerijennerezh : gerioù sonerezh, kimiek, meteier;
  • Gweleoù, palennoù, gebennerioù : anvioù bleunienn, plantenn, mein prizius, gerioù war ar c'housk;
  • Aferioù evit ar vugale : anvioù bronneged, laboused pe anvioù-gwan;
  • Armoù kegin : gerioù estren, anvioù spisoù, geotenn, pesked, tokoù-touseg, frouezh;
  • Boestoù, kinkladurioù, orolajoù : anvioùlec'h suediz.

Invgar Kamprad, krouer IKEA, hag a zo trouklenn, en deus kavet e oa aesoc'h da zerc'hel soñj eus anvioù ar produioù, gant an doare-mañ, da reiñ anvioù anavezet dija.

An design

Krouet e 1943 gant Invgar Kamprad, IKEA en deus klasket kaout e design pe e stil-ober adalek ar bloavezhioù 1950. Evit e genlabourerezhioù kentañ, ar strollad en deus galvet arzourien danniz anavezet dija, evel Gillis Lundgren ha Bengt Ruda. A-drugarez dezho, IKEA a zo bet anavezet evel produioù brav, talvoudus ha marc'hadmat. Klasket o deus dispign an nebeutañ arc'hant, war an danvez, ar bakadurezh pe c'hoazh war an transportoù. An dresourien a zo alies en usinoù evit echuiñ ha peurlipat ar produioù. Bez ez eus un dosenad a dresour er strollad IKEA. Dont a reont eus ar bed a-bezh, ha kavet 'vez un tri-ugentad a arzourien, evit tresañ ar produioù. Bez ez eus ivez un toullad a stajourien ha studiourien, evit kas mennozhioù nevez.

An hierarkiezh a zo bihan e IKEA. Bez ez eus 7 live etre ar rener hag an implijidi. Savet eo 'mod-se : rener ar stal, an hini kiriek eus an implijidi, an "management team" (kiriek int ouzh ar velestradurezh, ar boellerezh, ar gwerzhañ, ar servijoù, an darempredoù, ar staliadur hag ar preti). Ar "shopkeepers" a zo an implijidi hag a zo arbenniget war tachennoù resis. Sikouret int gant kenlabourerien.

Ar stal a zo aozet e tri zamm :

  • An diskouezadeg, gwelet 'vez an holl arrebeuri en o flas;
  • Ar servij-dieub marc'had, lec'h m'eo ar produioù bihan evit evit kinklañ da skouer;
  • Ar servij-dieub arrebeuri, lec'h ma vez gwarded an holl arrebeuri en o c'hartoñs hag a vez adkavet gant ar referañs.

Staliet eo en diskouezhadeg leun a bezhioù evel salioù-debriñ, salioù-dour, kambreier, saloñsoù, burevioù... Er servij-dieub marc'had, e vez gwelet armoù kegin, gwiadoù, kinkladurioù, ar plantoù...

Ar sokial hag an endro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lec'h berniañ er bloavezhioù kentañ

Bep bloavezh, IKEA a embann ur pennad diwar-benn e giriegezh sokial hag en endro. Tu 'zo gwelout anezhañ war lec'hienn internet IKEA, bez ez eus ur rummad war gargoù Bro C'Hall. Goulennaet eo kalz ar strollad, diwar-benn lec'h ma 'vez prenet an danvezioù, China da skouer. Goulennaet eo ivez diwar stad-labour an implijidi. E miz C'Hwevrer 2010, eo bet graet harz-labour gant un lodenn eus an dud o labourat e IKEA. Taget eo bet 23 stal war an 26 a zo e Bro C'Hall gant an harz-labour. An implijidi a oa o rebechiñ an nebeud a arc'hant a oa gounezet ganto.

Lavarout a ra ar strollad klask maestroniañ e skignerezh karbon, evit yec'hed an aer. Lakaet eo bet e plas gant IKEA, ul lec'h kengweturiañ evit reduiñ implij an otoioù gant ar weladourien. Klask a ra ivez ar strollad kas ha resevout ar produioù dre hentoù-houarn eget dre gamion. War evezh int war orin ar c'hoad implijet ganto.

Les pays où Ikea est implanté:
  • ██ Présence de Ikea
  • ██ Ouvertures futures
  • ██ Ancienne présence de Ikea
  • IKEA a zo staliet en Europa, e Amerika an Norzh, e Reter-Kreiz hag en Azia. En holl ez eus 253 stal war 24 bro. Ar stal IKEA brasañ eus ar bed a zo e Matosinhos e Portugal. Digoret e oa e 2008.

    IKEA e Bro-C'hall

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    E Bro-C'hall eo bet staliet 23 stal ha dougen a ra 10% eus ar parkad bedel. Lavaret eo bet e oa IKEA ar strollad kentañ o gwerzhiñ arrebeuri e Frañs ganto 15,7% eus ar marc'had. Ar c'henstriverion gentañ a zo But, Conforama, Fly, Alinéa. Etre Gwengolo 2007 ha Eost 2008 eo bet graet 2 miliard euro e sifr aferioù gant IKEA Frañs. Bez ez eus bet 48 milion a dud er stalioù IKEA e 2008 e Frañs.

    Ar stal kentañ e Bro C'Hall a zo bet savet e Norzh Paris (e Bobigny) e 1987. Goude eo en em staliet ar chadenn un tamm pep lec'h er vro, evel e Bourdel, Lyon, Lille ha Tolosa. Ober a reont holl etre 5 000 m² (an hini bihanañ e Velizy) hag 26 000 m² (an hini brasañ e Villefrance-sur-Saöne).

    IKEA e Breizh

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    E Breizh ez eus bet staliet teir stal. E Naoned emañ an hini goshañ, en Atlantis. An div all, e Brest hag e Pazieg (e-kichen Roazhon), a voe krouet un nebeud bloavezhioù zo.

    Al levr-roll kentañ embannet

    Graet eo bet 21,1 miliard euro sifr aferioù ha 565 milion a weladennerien e 2008. 127 800 kenlabourer a zo, dalc'het war Europa, Azia hag Amerika. Bez ez eus 9 500 referañs produ ha 200 milion a levr-roll embannet ha roet war lerc'h (370 pajenn pep hini).

    • Krouidigezh : E 1943 en Almhult (Sveden)
    • Krouer : Ingvar Kamprad
    • Stumm juridik : Embregerezh prevez
    • Lugan : « Affordable solutions for better livings » (Diskoulmoù a-feson evit ur vuhez gwelloc'h)
    • Sez sokial : Delft, Izelvroioù
    • Rener : Anders Dahlvig
    • Oberiantiz : Kemors a unanderenn
    • Produ : Arrebeuri
    • Kementad : 127 800 (e 2008)
    • Lec'hienn internet : www.ikea-group.ikea.com
    • Sifr a aferioù : 21,2 miliard a euroioù (e 2008)