Implijer:Lekemok/Poul-traezh6

Eus Wikipedia

Tavarn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Salud deoc'h,

Savet em eus ur goulenn war bajenn an davarn diwar-benn ar vurevidi ha n'eus ket anezho abaoe pell. Marteze e vije mat kaout alioù-all war ar poent-se ha neuze e bed ac'hanoc'h lenn ar gemennadenn em eus lezet ha respont ma kavoc'h un dra bennak da lavarout.

Ouzhpenn-se em eus savet ur galv un nebeud sizhun zo diwar-benn ar pennadoù mat. Un toullad bras a-walc'h a zo o c'hortoz ur vot evit mont da bennad mat ha tost den ebet n'en deus votet. Marteze e vije mat diskouez ar pezh zo bet graet mat gant ar genlabourerien ha lakaat ar raktres da vont en-dro adarre war un nebeud poentoù.

Trugarez evit ho lenn --Lekemok (kaozeal) 28 Meu 2013 da 09:55 (UTC)