Illowra Battery
Stad | Aostralia |
---|---|
E tiriad | Wollongong |
Lec'h | Port Kembla |
Daveennoù douaroniel | 34°29′29″S 150°54′58″E |
Illowra Battery a zo ur greizenn bunker a servije d'an Australian Army evel lec'h kanolierezh arvorel ha lec'hiet en Dorgenn 60, Port Kembla, Sukembre-Nevez en Aostralia. Savet e oa bet e 1942 ha lakaet er servij e-kerzh an Eil Brezel-bed. Brudet eo ivez gant an anv Hill 60 Battery. Sañset eo ul lec'h difennet d'an dud evit al lodennoù dindan zouar met ul lec'h a zesach an ergerzherien kêrel eo deuet da vezañ.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An aodoù dindan ar greizenn bunker a oa implijet gant aborijaned Aostralia evel lec'h pesketa evit ar c'henwerzh. E fin ar bloavezh 1941 e oa bet kroget da sevel un greizenn bunkerioù gant ribinoù lies dindan zouar ha bunkerioù evit degemer kanolioù arvorel 6" Mk XI, daou hervez ar steuñv diazez. Echuet e oa bet ar sevel e miz C'hwevrer 1942 gant daou kanol hervez ar pezh a oa bet soñjet d'ober.
Lesanvioù hep diazez istorel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a lesanv a vez kavet hiziv-an-deiz evit al lec'h met ar re-se n'o deus diazez istorel ebet: Kembla Battery, Wollongong Battery pe Hill 60 Battery.