Ergerzhadenn kêrel
Iskevrennad eus | ergerzhadenn |
---|---|
Arvez | industrielezh an douristelezh |
Is the study of | abandoned building or structure, modern ruins |
An ergerzhadenn gêr, pe urbex (eus ar saozneg urban exploration), a vez graet eus mont da weladenniñ lec'hioù savet gant Mab-den hag a zo didud ha dilaosket pe difennet d'an dud foran. Alies e vez diskouezet poltridi pe restroù istorel, keñveriet gant poltridi pe filmoù savet gant an ergerzher kêr. Meur a gudenn a sav gant an dudi-se, etre ar fed dont-tre e lec'hioù prevez pe an dañjer a vez da vont e lec'hioù dilaosket. Riskloù gloazadennoù pe marv a zo, riskloù bezañ harzet ha kastizet abalamour da vont-tre e lec'hioù difennet, ar riskl kejañ gant squatterien pe torfedourien a implij al lec'hioù.
Lod eus an ergerzhadennoù kêr a zo e-maez lezenn lec'hel pe broadel, betek bezañ talet gant lezennoù enep-sponterezh hervez ar vro dre ma vez lod eus an ergerzherien o vont war tachennoù milourel dilaosket met perc'hennet gant ul lu c'hoazh.