Ikki Tousen
Ikki Tousen (japaneg: 一騎当千, Hepburn: Ikkitōsen, "A Mighty Knight who Matches a Thousand Knights"), adanvet Battle Vixens en Norzhamerika, zo ur manga seinen hag ecchi japanat skrivet ha treset gant Yuji Shiozaki. Diazezet eo a-ziwar an danevell sinaat klasel romantel Sānguó Yǎnyì (an teir rouantelezh). En heuliad e vez kadourien e rannvro ar c'hantō. Lesanvet int Tōshi (闘士, "soudarded o stourm") hag ezel eus seizh skol disheñvel. Mennet int da vezañ ar c'hadour penn dre ar vro. Penndudenn an istor eo ar stourmerez Hakufu Sonsaku, o tont eus akademiezh Nanyo, unan eus ar seizh skol o kemer perzh er stourm.