Mont d’an endalc’had

Trede Republik c'hall

Eus Wikipedia
(Adkaset eus IIIde Republik c'hall)
Trede Republik c'hall
bro istorel
Deiziad krouiñ4 Gwe 1870 Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denTroisième République Kemmañ
Anv ofisielTroisième République Kemmañ
Anv er yezh a orinTroisième République Kemmañ
Perzhiad eemgann al Leie Kemmañ
Anv annezidifrancés, francesa Kemmañ
Yezh ofisielgalleg Kemmañ
Kan broadelLa Marseillaise Kemmañ
KevandirEuropa Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Kêr-bennPariz Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°52′13″N 2°18′59″E Kemmañ
Renad politikelparliamentary republic Kemmañ
Korf lezenniñParlamant gall Kemmañ
Ezel eusKevredigezh ar Broadoù Kemmañ
MoneizFrench franc Kemmañ
A zo stok ouzhTrede Reich Kemmañ
Bet erlec'hiet gantRenad Vichy Kemmañ
Erlec'hiañ a raEil Impalaeriezh c'hall Kemmañ
Yezh implijetgalleg Kemmañ
Deiziad divodañ10 Gou 1940 Kemmañ
Map
Gambetta o tiskleriañ an Trede Republik C'hall e ti kêr Pariz d'ar 4 a viz Gwnegolo 1870.

An Trede Republik C'hall eo reizhad politikel ar stad c'hall adalek 1870 betek 1940. E 1870 e c'hoarvezas fin an Eil Impalaeriezh c'hall, hag e 1940 e krogas aloubadeg an armeoù alaman, ma voe diskaret an Trede republik ha savet ar Stad C'hall gant Philippe Pétain.

Koulskoude, stricto sensu, ne voe savet da vat nemet e 1875. Etre 1870 ha 1875 eta e voe ur marevezh arvar.

Dilennidi kentañ bodadenn vroadel an Trede Republik a oa, evit an darn vrasañ, roueelourien pe, daoust dezhe da vezañ nebeutoc'h, Bonapartourien. Daoust da se e teuas ar renad republikan a-benn da vezañ degemeret ha da ren buhez ar vro e-pad 65 vloaz, da lâret eo pelloc'h evit an holl renadoù abaoe an Dispac'h gall ha kement-se daoust da enkadennoù politikel a-bouez evel Gwallskouer ar medalennoù, Gwallskouer Panama, Enkadenn Boulanger, an afer Dreyfus, diazezadur al likelezh gant lezenn disparti an ilizoù hag ar stad, krouidigezh ar skolioù publik, ha kement zo. Hiziv c'hoazh ez eo an hirañ eus holl ar republikoù gall hag ar renad hirañ anavet gant Bro-C'hall abaoe 1789.

Poltredoù Pevarzek prezidant an Trede Republik C'hall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An titl a oa « président de la République française ».An deiziadoù a zo penn-kentañ ha fin ar c'hannad.