Hyperion (Keats)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

"Hyperion" zo titl ur meurgan diechu savet gant ar barzh romantour saoz eus an XIXvet kantved anvet John Keats. Diazezet eo war an Ditanomakiezh, ha kontañ a ra dizesper an Ditaned goude o faezhidigezh gant an Olimpianed. Skrivañ a reas Keats ar varzhoneg-se adalek diwezh 1818 betek an nevezamzer 1819, pa zilezas anezhi D'ar c'houlz-se e oa oc'h ober war-dro e vreur Tom, a varvas e miz Genver 1819 diwar an droug-skevent. En Hyperion e tizhas gwerzennoù gwenn Keats ur c'haerder brasoc'h c'hoazh, e deroù an arvest a grog ar meurgan etre Teia ha Kronos trec'het peurgetket :

Deep in the shady sadness of a vale,
Far sunken from the healthy breath of morn,
Far from the fiery noon, and eve's one star,
Sat gray-hair'd Saturn, quiet as a stone,
Still as the silence round about his lair.

An istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Ditaned a oa doueed a rene a-raok an Olimpianed hervez ar vitologiezh c'hresian hag a zo tonket da vezañ diskaret gante. En o zouez emañ Kronos (roue an doueed), Rea (e wreg), Teia (e c'hoar), Enkelados (doue ar brezel), Okeanos (doue ar mor), Hiperion (doue an heol) ha Klimene (un doueez yaouank). Komañs a ra ar varzhoneg gant Kronos o keuziañ d'e c'halloud kollet, zo bet kemeret gant Zeus. Theia a gas anezhañ betek ul lec'h m'emañ ab Ditaned all en o azez, ken maleürus hag eñ, hag eno en em c'houlennont hag eñ e rankont stourm a-enep an doueed nevez (an Olimpianed). Disklêriañ a ra Okeanos e fell dezhañ lezel e c'halloud da Neizhan (doue nevez ar mor) abalamour m'er c'hav bravoc'h (Mat eo derc'hel soñj amañ e soñj ar romantourien ez eo peurbouezus ar c'hened). Klimene a zeskriv ar wezh kentañ he deus klevet sonerezh Apollon, a gavas brav betek kaout poan diwarni (ur mennozh romantour all). En diwezh e tistag Enkelados ur brezegenn a boulz an Ditaned d'an emgann. Deskrivañ a reer neuze palez Hyperion, hag e weler Hyperion e-unan evit ar wezh kentañ, an Titan nemetañ zo galloudus c'hoazh. Ouranos (doue kozh an oabl, tad kronos) a galoneka anezhañ da vont d'al lech m'emañ kronos hag an Ditaned all. Kuitaat a reer an Ditaned pa zegouezh Hyperion, hag ez aer da gaout Apollon (doue nevez an Heol, ha doue ar sonerezh, hag ar sevenadur) o ouelañ war c'hlann ar mor. En em gavout a ra Mnemosine (doueez an eñvor) gantañ ha displegañ a ra dezhi abeg e c'hlac'har : anaout a ra e e c'halloudez doueel, met n'eo ket gouest c'hoazh da dizhout anezhi. O sellet e daoulagad Mnemosine e resev ar ouziegezh a ra anezhañ un doue penn-da-benn. Echuiñ a ra ar meurgan er stad-se, e-kreiz ul linenn.

Arroudenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arroudenn tennet eus al levrenn gentañ, enni komzoù gant an Titan Hyperion:

"Saturn is fallen, am I too to fall?
Am I to leave this haven of my rest,
This cradle of my glory, this soft clime,
This calm luxuriance of blissful light,
These crystalline pavilions, and pure fanes,
Of all my lucent empire? It is left
Deserted, void, nor any haunt of mine.
The blaze, the splendor, and the symmetry,
I cannot see – but darkness, death and darkness.
Even here, into my centre of repose,
The shady visions come to domineer,
Insult, and blind, and stifle up my pomp. –
Fall! – No, by Tellus and her briny robes!
Over the fiery frontier of my realms
I will advance a terrible right arm
Shall scare that infant thunderer, rebel Jove,
And bid old Saturn take his throne again."

Burutelladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar vurutellerien da-heul o deus skrivet diwar-benn Hyperion ha doare Keats da sevel ar skrid meurzanevellek :

  • John Barnard. John Keats. Cambridge University Press 1987. rannbennad 4 Hyperion: 'Colossal Grandeur'
  • Cedric Watts. A Preface to Keats. Longman Group Limited 1985. eil lodenn : the Art of Keats, The influence of Milton: Hyperion.

Levezon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hyperion en deus levezont un niver a oberennoù. En o zouez :

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

s:Degemer:Brezhoneg

Sellet er Wikimammenn : Hyperion .