Mont d’an endalc’had

Hobart

Eus Wikipedia
Hobart en Enez Tasmania
Porzh Hobart ha Menez Wellington

Kêr-benn ha kêr vrasañ stad Tasmania eo Hobart. 205 566 a dud a oa o chom eno en 2006.

Unan eus kêrioù koshañ Aostralia eo ivez. Diazezet e oa bet en 1804 gant ar Saozon evit degemer galeourien. Hobart Town a veze graet anezhi er mare-se.

Lec'hiet eo Hobart e gevred an enez, war aber an Derwent River, nepell diouzh Mount Wellington (Menez Wellington), dezhañ 1 271 m uhelder.

Hobart eo kêr c'henidik an aktour Errol Flynn (1909-1959).

Gevellet eo kêr Hobart gant:

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.