Hiatus
Neuz
Er yezhoniezh e vez implijet an termen hiatus (diwar ar latin: hiātus, anv-gwan-verb hiāre, "digor"; saoz: hiatus) evit komz eus div vogalennoù renk-ouzh-renk e pep ur silabenn disheñvel, da skouer:
- Etre daou c'her
- galleg: ''il va à... ("mont a ra eñ da")
Gant meur a yezh e klasker doareoù da dizhout an eufoniezh dre ober hep un hiatus. Meur a doare disheñvel ez eus da vont e-bioù d'un hiatus ha kemmañ a reont a yezh da yezh.
A-wezhoù e c'hell bezañ degemeret gant ar yezh unvan doareoù reis da vont e-bioù d'un hiatus hervez pep yezh resis, a-wezhoù avat e c'hellont bezañ implijet dre gomz nemetken ha gant liveoù yezhoù sañset is-unvan hervez reolennoù an dereadegezh, da skouer:
- Fonemoù efelkistikel, en o zouez an taol troc'h-avel, dre skrid pe dre gomz nemetken, da skouer:
- Ereadurezh (liaison), da skouer:
- galleg: les[z] enfants ("ar vugale")
- Apoherezenn, da skouer:
- henc'hresianeg ὦ ἄναξ → ὦ ῎ναξ ("O roue!")
- Strizhadur, da skouer:
- sañskriteg: Gaṇa ("tropell") + iśa ("aotroù") → Gaṇeśa (ger kevrennek)
- Furmoù ispisial, da skouer:
Tennañ a ra an holl doareoù ha reolennoù-mañ d'ar sandhi.