Kaozeal:Hiatus
Neuz
penaos e vez graet eus "glottal stop" / "coup de glotte" e brezhoneg? Gant "taol-korzhailhenn" eo bet graet amañ met ne blij ket re din. Kinnigoù all?--Neal (Kaozeal) 2 Mae 2007 da 12:48 (UTC)
- Ret e vefe treiñ "glotte" da gentañ 'm eus aon. Ne gavan seurt evit ar mare war-bouez "faout-avel ar gorzailhenn" (Vallée) na seblant ket gwall vat ha "tarzh" gant Favereau met disfiz zo da gaout hag ouzhpenn ez eo forc'hellek. Traoù all a vez anvet e-giz-se... Marteze e vije bet troet mod all e yezhoù all?? Kenderc'hel a rin da glask a-raok mont da Vro-Iwerzhon--Kadwalan 2 Mae 2007 da 13:42 (UTC)
- ya, ur wir gudenn eo. Kaer am eus klask met ne gavan netra a-dere evit treiñ "glotte"... Ul lec'h eo er gorzailhenn anvet "glotis" - netra da welet gant "tarzh", nemet e vefe implijet "tarzh" evit "coup de glotte" gant F, piv 'oar. Abaoe pell am boa c'hoant sevel ur pennad diwar-benn ar coup de glotte daonet-se met ne welan ket an tu...--Neal (Kaozeal) 2 Mae 2007 da 13:52 (UTC)
- Ac'hanta, ar "glotis" zo un naoutur difetis a-walc'h peogwir n'eo nemet un esaouenn pe ul lec'h ha n'eo ket un organ eo. Ma 'm eus komprenet mat eo an esaouenn etre kerdin ar vouezh ma tremen an "avel"... Marteze ez eo kenkoulz drevezañ troidigezh Vallée ha treiñ coup de glotte gant "taol troc'h-avel" : "kensonenn serr krouet pa serr ar "glotis" a-daol-trumm". --Kadwalan 2 Mae 2007 da 14:28 (UTC)
- ekstra! graet e vo 'vel-hen. Trugarez vras dit ur wezh all.Neal (Kaozeal) 2 Mae 2007 da 14:30 (UTC)