Het Parool
Neuz
Het Parool (nederlandeg a dalvez "ar ger kuzh", pe "al lugan") a zo ur pemdezieg izelvroat a vez embannet en Amsterdam.
Krouet e voe da vare an Eil Brezel-bed evel kazetenn stourm, gant Frans Goedhart ha Jaap Nunes Vaz. D'ar 25 a viz Here 1942 e voe harzet Nunes Vaz gant izili ar Gestapo ha kaset anezhañ da gamp-distruj Sobibór[1].
War-dro 87 000 skouerenn a vez skignet bemdez[2]. Abaoe an 31 a viz Meurzh 2004 ez eo ur gazetenn ment tabloid dezhi, padal e oa bras broadsheet he ment a-raok.
Betek ar 1añ a viz Genver 2003 e oa perc'hennet gant PCM Uitgevers NV, hag a zo perc'henn war De Volkskrant, NRC Handelsblad, Algemeen Dagblad ha Trouw ivez. Hiziv an deiz ez eo perc'hennet gant Stichting Het Parool, De Persgroep hag ar gazetennerien.
Pennskrivagnerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Gerrit Jan van Heuven Goedhart | 1945-1950 |
| Peter John Koets | 1951-1961 |
| Herman Sandberg | 1961-1981 |
| Wouter Gortzak | 1981-1987 |
| Sytze van der Zee | 1988-1996 |
| Matthijs van Nieuwkerk | 1996-2000 |
| Erik van Gruijthuijsen | 2001-2007 |
| Barbara van Beukering | 2007 -2014 |
| Ronald Ockhuysen | 2015- |
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |