Mont d’an endalc’had

Hero

Eus Wikipedia
Gortoz diwezhañ Hero gant Frederic Leighton, ma weler Hero nec'het o c'hortoz Leandros e-kreiz ar gwallamzer.

Hero (Ήρώ / Hêrố e gregach) a oa ur plac'h yaouank e mojennoù Hellaz kozh.

Belegez Afrodite e oa Hero e Sestos, o chom e oa en un tour war aod europat an Hellespontos.

Karet e oa gant ur gwaz yaouank, Leandros, a dreuze an Hellespontos eus Abydos bep noz, dre garantez, da gousket ganti: dirazañ e wele ar gouloù dalc'het gant e vestrez.

Un noz e voe gwallamzer, lazhet ar gouloù, ha Leandros ne gavas ket e hent en deñvalijenn.

En deiz war-lerc'h e voe kavet e gorf war an aod. En em lazhañ a reas Hero oc'h en em deurel eus lein an tour.

Hero ha Leandros, gant William Etty (1828)

Meur a arzour zo bet awenet gant ar vojenn:

Da gounaat ar yaouankizoù eo e treuzas Lord Byron an Hellespontos war-neuñv e 1810 etre Sestos hag Abydos: un eur ha dek munut e oa bet o neuial.

Livourien zo o deus livet ar vojenn: evel ar C'hallaoued Théodore Chassériau ha Jean-Joseph Taillasson.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.