Hans Fallada

Eus Wikipedia
Hans Fallada
Hans Fallada

Anv ofisiel Rudolf Ditzen
Obererezh Gounezoniour, kazetenner
Ganedigezh 21 a viz Gouhere 1893
Greifswald Alamagn Alamagn
Marv 5 a viz C'hwevrer 1947
Pankow (Berlin) Alamagn Alamagn
Yezh skrivañ Alamaneg
Luskad lennegel Gwirvoudelezh nevez
Rumm lennegel Romant
Oberennoù pennañ
Plakenn da enoriñ Hans Fallada e Blankenburger Str. 19, Pankow, Berlin

Hans Fallada a oa anv-pluenn Rudolf Ditzen (Greifswald, 21 a viz Gouere 1893Berlin, 5 a viz C'hwevrer 1947), ur skrivagner alaman.
Hans Fallada a zibabas da anv-pluenn diwar div gontadenn gant ar vreudeur Grimm : Hans im Glück ("Hans en eurvad") ha Die Gänsemagd ("an dimezell Waz"), ma kontont istor ur marc'h anvet « Fallada ». Unan eus ar skrivagnerien alaman vrudetañ en XXvet kantved eo. En e romantoù e kont buhez tud vunut.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rudolf Ditzen a voe ganet d'an 21 a viz Gouere 1893 e Greifswald, en ur familh en hec'h aez. A-hed e yaouankiz e voe start an darempredoù gant e dad, dre ma felle dezhañ e teufe e vab da vezañ barner. Meur a wech e tilojas ar familh : da Verlin e 1899 ha da Leipzig e 1909.

E 1911 e studias e Fürstliches Gymnasium Rudolstadt e Thüringen. E bloaz-se ivez e klaskas en em zistruj gant e vignon Hans Dietrich von Necker. Daoust ma voe gloazet da vat e treuzvevas R. Ditzen met harzet e voe evit bezañ muntret e vignon, hag e-pad ur pennad e voe bac'het en ur bredospital e Jena.

N'en doa diplom ebet pa guitaas al lise, ha meur a vicher (labourer-douar, embanner, kazetenner) a reas a-raok dont a-benn da c'hounit e vara diwar e skridoù.
Etre 1917 ha 1919 e rankas digontammañ (alkool ha drammoù) ha meur a wech e voe kaset d'an toull-bac'h : 3 miz e 1924, 2 vloaz hanter e 1926 hag 11 devezh e 1933.

E 1920 e voe embannet Der junge Goedeschal ("Goedeschal yaouank"), hag Anton und Gerda ("Anton ha Gerda") e 1923.

E 1929 e timezas Rudolf Ditzen gant Anna Margarete Issel.

Berzh a reas e 1931 gant Bauern, Bonzen und Bomben ("Kouerien, pennoù-bras ha bombezennoù"), ma kont taolioù-dispac'h peizanted Neumunster (Schleswig-Holstein) da vare enkadenn 1928-29.

E eil romant, Kleiner Mann, was nun ? ("Ha bremañ, paotr bihan ?", 1932), a lakaas anezhañ da vezañ brudet e diavaez Alamagn ; ennañ e kont istor ur c'hontour yaouank, Johannes Pinneberg e anv, tapet gant an enkadenn ekonomikel ha deuet da vezañ dilabour ha paour.

E 1933 e voe tapet ar galloud gant Adolf Hitler ha neuze e tivizas Fallada mont da Garwitz e Mecklemburg-Vorpommern. Kalz eskrivas eno : Wer einmal aus dem Blechnapf frißt ("Neb a zebr en un toupin ") ha Wir hatten mal ein Kind ("Ur bugel hon eus bet ur wech") e 1934, Das Märchen vom Stadtschreiber, der aufs Land flog ("Kontadenn ar sekretour hag a nijas d'ar maezioù") e 1935, Wolf unter Wölfen ("Bleiz e-mesk ar bleizi") e 1937, Der eiserne Gustav ("Gustav houarn") e 1938, Der ungeliebte Mann ("Ar paotr droukkaret") e 1940, hag Ein Mann will hinauf ("Un den a venn sevel") e 1943.

E 1944 e tispartias diouzh Anna Issel hag e reas anaoudegezh gant Ursula Losch. E 1944 ivez e stagas gant skrivañ Der Trinker ("An ever"), embannet e 1950, ma kont e vuhez lonker hag ar fed ma oa tapet gant ar morfin abaoe e yaouankiz.
E 1945 e timezas gant Ursula Losch, ha kinniget e voe dezhañ gant Johannes R. Becher mont da Verlin ar Reter, ma labouras Fallada evit ar gazetenn Täglichen Rundschau tra ma kendalc'he da skrivañ romantoù.

E 1946 e skrivas Hans Fallada Der Alpdruck ("An hurlink") ha Jeder stirbt für sich allein ("Digenvez e varver"), hag a zo, hervez Primo Levi, "unan eus al levrioù bravañ diwar-benn ar stourm enepnazi en Alamagn."

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Fallada, war un timbr e 1993
  • Der junge Goedeschal, 1920
  • Anton und Gerda, 1923
  • Bauern, Bonzen und Bomben, 1931
  • Kleiner Mann, was nun ?, 1932
  • Ein Mann will nach oben, 1932
  • Wir hatten mal ein Kind, 1934
  • Wer einmal aus dem Blechnapf frißt, 1934
  • Märchen vom Stadtschreiber, der aufs Land flog, 1935
  • Altes Herz geht auf die Reise, 1936
  • Hoppelpoppel - wo bist du?, 1936
  • Wolf unter den Wölfen, 1937
  • Geschichten aus der Murkelei, 1938
  • Der eiserne Gustav, 1938
  • Süßmilch spricht, 1938
  • Kleiner Mann - großer Mann, alles vertauscht, 1939
  • Süßmilch spricht. Ein Abenteuer von Murr und Maxe, 1939
  • Der ungeliebte Mann, 1940
  • Das Abenteuer des Werner Quabs, 1941
  • Damals bei uns daheim, 1942
  • Heute bei uns zu Haus, 1943
  • Der Trinker, embannet goude e varv e 1950
  • Fridolin der freche Dachs, 1944
  • Jeder stirbt für sich allein, 1947
  • Der Alpdruck, 1947
  • Zwei Lämmchen weiß wie Schnee, 1948
  • Die Stunde, eh´ du schlafen gehst, 1954
  • Junger Herr - ganz groß, 1965
  • Gesammelte Erzählungen, Braunschweig 1967
  • Heute bei uns Zuhaus, embanandur nevez, 1992
  • Frühe Prosa, 1993
  • Der Jungherr von Strammin, Berlin 1996
  • Drei Jahre kein Mensch, Strafgefangener Zelle 32, 1998
Ti Hans Fallada e Carwitz

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.