H1Z1

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Logo ar c'hoari H1Z1

H1Z1 zo ur c'hoari video doare free-to-play hag emgannañ battle royale sevenet hag embannet gant Daybreak Game Company. Kroget e oa bet seveniñ ar c'hoari ur wech ma oa bet rannet ar c'hoari H1Z1 e daou steuñv disheñvel e 2016: H1Z1: Just Survive hag H1Z1: King of the Kill. E miz Here 2017 e oa savet daou c'hoari disheñvel, gant Just Survive o tilezel an anv H1Z1, ha King of the Kill adtitlet H1Z1 nemetken.

Goude tri bloaz gant ar stumm early access war ar savenn Microsoft Windows, e voe embannet ofisiel e stumm ur c'hoari video free-to-play e miz C'hwevrer 2018. H1Z1 a zo bet embannet ivez war PlayStation 4 e miz Mae 2018, hag embannet e vo war Xbox One diwezatoc'h.

Doare c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

H1Z1 zo ur c'hoari doare battle royale lec'h ma vez 150 c'hoarier d'ab uhelañ o klask bezañ ar c'hoarier bev diwezhañ goude ur c'hrogad emgannañ betek ar marv. Ar c'hoarierien a 'hell c'hoari o-unan, dre daouad pe en ur strollad pemp. Ar pal pennañ a zo bezañ ar c'hoarier bev diwezhañ pe ar skipaiilh bev ziwezhañ.

Logo ar c'hevredad c'harierien H1z1

E-penn kentañ ur c'hrogad harzlammet eo ar c'hoarierien eus poentoù fiñv a-us d'ar gartenn. Ur wech erruet war an dachenn, ret eo ezho klask un doare evit en em zifenn. Kalz doareoù a zo evit en ober This eus pakañ un arm kavet ha chaseal ar c'hoarierien all, en em guzhañ a laoskel ar c'hoarierien en em lazhañ etrezo. Bez ez eus karbedoù un tammig pep lec'h war ar gartenn. An tu a zo gant ar c'hoarierien da flastrañ ar c'hoarierien all pe da derc'hout kuit prim gante. Tu 'zo d'ar c'hoarierien a c'hell kavout objedoù lies evit dreistbevañ: armoù, dafar, trousennoù yerc'hed.

Er c'hoari e vez ivez ur sistem sevel objedoù adal ar materioù a vez kavet gant ar c'hoarierien. An tu a zo ivez da implij un ostilh pe un objed ha disrannañ anezhañ evit sevel reoù all evel lien pe ur roched hobregon.

A-fur ma bad ar c'hrogad, ur gaz ampoezonet a grog da leuniañ ar gartenn. Gloazet e vez ar c'hoarierien tapet er goumoulenn gaz. Goustadik e ya war zigresk lec'hioù ar agrtenn a vez tu implij, ar c'hoarierien a zo rediet neuze da stourm etrezo. Efedoù ar gaz a ya war war fonunusaat e efedoù war ar c'hoarierien gant an amzer o redek. Pa vez tost echuet ar match e teu da vezañ marvus.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]