Guy Champion de Cicé
Neuz
Guy Champion de Cicé a oa bet eskob Treger eus 1620 da 1635.
Abad Saint-Étienne de Fontenay e oa adalek e 1611 hag abad Bonne-Fontaine (en eskopti Reims) e oa ivez. Anvet e voe da eskob Treger e 1619, war-lerc'h e vreur-kaer Pierre Cornulier, ha sakret e 1620.
D'e vare, meur a vreuriezh en em stalias en eskopti Treger ː Kabusined e Lannuon e 1622, Karmezezed e Montroulez ha Gwengamp e 1624, Ursulined e Gwengamp e 1623, e Landreger e 1625, ha Kalvarianezed e Montroulez e 1626.
Meur a dabut ha prosezoù en doa bet gant kuzul-chalonied iliz-veur Landreger.
Guy Champion de Cicé a oa aet da Anaon e Landreger d'ar 14 Gwengolo 1635.
Noël Deslandes a zo deuet war e lerc'h war gador eskopti Landreger.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960