Pierre Cornulier
Pierre Cornulier a oa bet eskob Treger eus 1617 da 1619, hag eskob Roazhon eus 1619 da 1639.
Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Genidik e oa eus Naoned, abad abati Santekroe (Gwengamp) e oa pa voe anvet da eskob Treger, e 1617, war-lerc'h Adrien d'Amboise.
Anavezet e oa evel gwiraour ha den gouiziek, hag anvet e voe d'ar 17 Meurzh 1619 da eskob Roazhon. Eno e varvas e 1639.
Guy Champion de Cicé a zeuas war e lerc'h war gador eskopti Treger.
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960