Guidobaldo II Della Rovere
Guidobaldo II della Rovere (Urbino 1514-1574 Pesaro) a oa dug Urbino. Mab e oa da Francesco Maria Iañ della Rovere ha d'e bried Eleonora Gonzaga della Rovere, ha ren a reas war-lerc'h e dad .
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 1532 e kemeras perzh e kêr Venezia e dibunadeg ofiserien ar Republik, pa oa e dad e penn an arme. Da ugent vloaz, e vagas Guidobaldo karantez ouzh ur verc'h da Giordano Orsini met e dad a reas dezhañ dimeziñ da Giulia Varano, merc'h da aotrou Camerino.
En 1546, e koun ar servijoù rentet gant e dad d'ar Republik, e voe roet dezhañ ar garg a rener armeoù Venezia hag an titl a c'houarnour.
Mervel a reas e bried Giulia Varano d'an 18 a viz C'hwevrer 1547 da dri bloaz warn-ugent ; bloaz goude e timezas da Vittoria Farnese (1521-1602) d'ar 26 a viz Genver 1548.
Dimezioù ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Giulia da Varano, a c'hanas ur verc'h anvet Virginia.
- Addimezet e miz Genver 1548 da Vittoria Farnese (1521-1602), merc'h da Pier Luigi Farnese ha Gerolama Orsini, ha merc'h-vihan d'ar pab Paol III. Tri bugel he doe[1] :
- Isabella della Rovere (1554-1619), a zimezas da Niccolò Bernardino Sanseverino, priñs Bisignano ;
- Francesco Maria II della Rovere (1549-1631), dug Urbino war-lerc'h e dad, a zimezas div wech :
- da Lucrezia d'Este, priñsez a gêr Modena,
- ha da Livia della Rovere ;
- Lavinia della Rovere (1558-1632), dimezet da Alfonso Felice d'Avalos, priñs Francavilla.
Vittoria a zesavas ivez he nizez Clelia Farnese, merc'h d'he breur kardinal, Alessandro Farnese, ouzhpenn he merc'hed Isabella ha Lavinia[2].
Arz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eñ an hini a c'houlennas digant al livour Tizian livañ Gwener Urbino en 1538.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (it) GeneAll.net - Vittoria Farnese
- ↑ (it) Nuovonascimiento