Mont d’an endalc’had

Clelia Farnese

Eus Wikipedia

Clelia Farnese (1556- 1613) a oa ur briñsez italian, bastardez d'ar c'hardinal Alessandro Farnese.

Poltred Clelia Farnese, gant Jacopo Zucchi,

N'ouzer ket na pelec'h na pegoulz e oa ganet Clelia Farnese, na piv e oa he mamm. He zad, ar c'hardinal Alessandro Farnese, a oa niz d'ar pab Paol III, hag etre 1554 ha 1556 edo ar c'hardinal o chom e Parma, ma kreder eo eno e voe engehentet ha ganet Clelia. Lavaret ez eus bet, gant ar c'hronikour Giovanni Battista Spaccini[1], e oa merc'h d'ur gannerez eus Modena, met marteze e oa merc'h d'un itron eus lez an tiegezh Farnese. Marteze ivez e oa ganet e Roma[2]

Ar c'hardinal Alessandro Farnese.

Evel-just e kavas gwell an tad derc'hel kuzh ganedigezh e verc'h, e-doare da genderc'hel da vagañ spi da sevel skeul ar c'hargoù en Iliz roman. Marteze, hervez tammoù testenioù, e voe savet gant he mamm-gozh, Gerolama Orsini. Koulskoude ez eus bet lavaret ivez e vefe bet kaset ar verc'hig gant he zad kardinal da di e c'hoar Vittoria, dugez Urbino, met gouzout a reer edo Gerolama er Palez Cesarini, e 1566, pa voe prometet dorn ar plac'h, en ofisiel, da Giovan Giorgio Cesarini, hag ul lizher kaset eus Castro, da reiñ keloù d'he mab eus ar plac'h, a ro sklêrijenn a-walc'h[3]. Rak dugelezh Castro, ma edo Gerolama o chom, a oa ur c'horn-bro muioc'h distro ha pelloc'h diouzh selloù an dud ("... dava meno nell'occhio"[4].). N'eo nemet goude marv ar vamm-gozh, a c'hoarvezas e 1569, e voe fiziet Clelia en he moereb, dugez Urbino, savet en he lez, war un dro gant he c'heniterv Lavinia della Rovere.

Dimezet da Giovan Giorgio Cesarini

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Du 1564 edo Alessandro Farnese da-vat o klask d'e verc'h un dimeziñ hag a rofe ton d'an Tiegezh Farnese. Kavout a reas pezh a glaske, « un parentado proportionato per l'una et l'altra parte » emezañ[5], en tiegezh Cesarini[6], a oa e bouez o kreskiñ buan gras da Giuliano, un den eus ar « più eminenti nel mondo romano »[7], met ivez karget a zle ken bras ma edo en sell da skañvaat gant un emglev gant ar c'hardinal, ar pinvidikañ den a iliz eus e amzer, a lavared. Hag an daou, dre hanterouriezh Vittoria Farnese, en em glevas da reiñ dorn Clelia da mab nemetañ ar Cesarini hag e bried Giulia Colonna, Giovan Giorgio, hag e mizioù kentañ 1566, goude an 23 a viz Ebrel diouzh a ouzer, e voe graet an dimeziñ (sponsalia) er Palez Cesarini e Torre Argentina[8]. Etre an dimeziñ ( sponsalia ) hag an eured en iliz avat e tremenas tost da bemp bloaz, hiroc'h eget gortozet, ablamour moarvat da marv Giuliano Cesarini (18 a viz Mezheven 1566) ha d'ar c'hemm ekonomikel a deuas da-heul evit an intañvez Giulia hag he mab Giovan Giorgio. D'an 3 a viz C'hwevrer1571 bepred, e loc'has an ambrougadeg a gasas Clelia eus Pesaro da Rocca Sinibalda, un douar d'ar Cesarini.[9].

Paul Brill: Feudo di Rocca Sinibalda

Lidet e voe an eured d'an 13 a viz C'hwevre 1571 e Rocca Sinibalda,

Eil dimeziñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude marv Cesarini e 1585, e voe rediet Clelia, gant ar jeneral Alessandro Farnese, penn an Tiegezh Farnese, da zimeziñ da Marco Pio di Savoia, aotrou Sassuolo, ha da guitaat Roma. Ur fallzimeziñ e voe, gwall vihan e oa Sassuolo, ha feuls ar pried[10].

Pa varvas Marco Pio e miz Du 1599 e tistroas Clelia da Roma da di he mab Giuliano, a-raok mervel un tamm war e lerc'h (1613).

Testenioù brudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. G. B. Spaccini, Cronaca di Modena anni 1588-1602, Modena 1993, vol. I, p. 332
  2. G. Fragnito, Storia di Clelia Farnese, Bologna 2013, p. 17. Hervez Patrizia Rosini e vefe bet ganet Clelia an dugez c'hall Claude de Beaune.
  3. Lizher eus ar 16 a viz C'hwevrer 1567
  4. G. Fragnito, cit., p. 20
  5. Lizher gant Alessandro Farnese d'ar c'hardinal Nicola Caetani, d'ar 27 a viz Du 1564, meneget en P. Rosini, Clelia Farnese, Viterbo 2010, p. 44
  6. An tiegezh Cesarini en devoa bet ar garg a gonfaloniere del Popolo romano da viken e 1530. Abaoe 1463 ne oa nemet hed-buhez.
  7. S. Gonzaga, Autobiografia (a cura di D. Della Terza), Ferrara-Modena, ISR - Edizioni Panini, 1987, p. 9
  8. G. Fragnito, cit., pp. 32-33
  9. G. Fragnito, cit., p. 33
  10. Matteo Schenetti, Storia di Sassuolo centro della valle del Secchia, Modena: Aedes Muratoriana, 1966, pp. 145-148
  11. Alberto Galieti, «La fine romanzesca della nobile famiglia Cesarini», La Rassegna nazionale, Ottobre 1939, p. 6 (pdf)
  12. Rime scelte di Tommaso Tasso, Milano: Società tipografica dei classici italiani, 1832, p. 194 (Google libri)
  13. G. Patrizi, CASTELLETTI, Cristoforo. In: Dizionario Biografico degli Italiani, Vol. XXI, Roma: Istituto dell'Enciclopedia Treccani, 1978
  14. Michel Eyquem de Montaigne, Journal de voyage en Italie par la Suisse et l'Allemagne en 1580 et 1581; embannet gant Charles Dedeyan, Paris: Les belles lettres, 1946, p. 486

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Roberto Zapperi, «FARNESE, Clelia». In: Dizionario Biografico degli Italiani, Vol. XLV, Roma, Istituto dell'Enciclopedia Italiana, 1995.
  • Patrizia Rosini, Clelia Farnese. La figlia del gran cardinale, Viterbo, Settecittà, 2010.
  • Danilo Romei e Patrizia Rosini "Documenti di Casa Cesarini nel fondo Chiesa del Gesu' dell'Archivum Romanum Societatis Iesu, ed. LULU, 2010.
  • Gigliola Fragnito, Storia di Clelia Farnese. Amori, potere, violenza nella Roma della Controriforma, Bologna, il Mulino, 2013.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]