Guantanamera
Guajira Guantanamera, pe Guantanamera, zo ur ganaouenn eus Kuba, an hini vrudetañ a dra sur. Dont a ra an anv eus Guantánamo, ar gumun eus an enez a zo e dalc'h an Amerikaned. Ur "guantanamera" zo ur plac'h eus Guantánamo. Ur "guajira" zo ur goueriadez, skeudenn an evurusted war ar maez, evel berjelenn ar gwerzioù kozh, met adkemeret eo bet ar ger evit envel un doare kanaouennoù hag ivez un dañs diwar ar maez.
Implijet e vez ar ganaouenn Guantanamera alies evel un arouez broadel abaoe ma'z eo bet brudet e SUA gant Pete Seeger, hag er bed a-bezh goude.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet eo bet ar ganaouenn gant meur a zen, ha meur a stumm zo bet d'ar ganaouenn.
An ton a vije bet savet gant José Fernández Díaz (1908-1979), anavezet ivez evel Joseíto Fernández, a gane ar ganaouenn bep sizhun er bloavezhioù 1930 en un abadenn skingomz, gant komzoù a bep seurt, a gemme hervez an darvoudoù pe ar c'heleier.
Met tabut zo bet, hag a zo c'hoazh, diwar-benn pegen gwir eo.
- Tud zo a lavar e tenn an ton d'un ton-pobl anavezet e Kuba abaoe ar bloavezhioù 1700, hag a vije deuet eus Andalouzia. N'en dije graet Fernández nemet lakaat e anv warnañ.
- Tabut zo ivez diwar-benn perzh ur soner piano, Herminio "El Diablo" García Wilson en dije savet an ton war-dro I929. O seniñ gant mignoned edo, ha d'ur goantenn o tremen en dije taolet ur "piropo" (diskleriadur entanet ur gwaz diwar-benn koantiz ur plac'h e doare ar broioù spagnolek) hag eno e vije diazez krouidigezh ar ganaouenn. Se zo kaoz e kav da lod eo El Diablo an hini eo an oberour. Susitourien García zo aet betek al lez-varn, un toullad bloavezhioù goude, met hervez Lez Uhelañ Kuba, en ur varnadenn graet e 1993, eo Joseíto Fernández an oberour nemetañ.
Istor an doareoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hector Angulo, keneil da Fidel Castro, a savas pozioù all e deroù ar bloavezhioù 1940, diwar un darvoud c'hoarvezet e kêr La Habana
- En 1958, e voe azasaet komzoù ar barzh José Martí (Versos sencillos, skrivet en 1895) gant ar sonaozour Julián Orbón ouzh ton Guantanamera. Hervez a skrivas ar barzh kuban Cintio Vitier en e levr "Lo cubano en la poesía": [se 'oa] “... un arnod diankouaus klevout Orbón o kanaén gwerzennoù Martí war fon Guantanamera".
- En 1961, e voe kanet azadenn Orbón gant ar gitarour Leo Brouwer, mab-bihan da Ernestina Lecuona, c'hoar henañ ar sonaozour meur Ernesto Lecuona, ma krogas ar c'han da vezañ anavezet en enezenn.
- En 1966, e voe kanet gant meur a zen
- gant Pete Seeger e festival folk Newport (ma voe anvet Guantanamera ha n'eo ket Guajira Guantanamera ken).
- Er memes bloaz e voe enrollet ha brudet bras gant ar strollad « The Sandpipers »[1], ha kaset d'an 10vet renk e-touez ar pladennoù muiañ gwerzhet e Bro-Saoz hag e SUA
- Enrollet e voe un dore gallek gant Joe Dassin.
- En 1967,
- gant Gabor Szabo hag al laz "Califonia Dreamers"
- gant Betty Curtis, en italianeg
- En 1973 gant Rolando Ojeda en e albom «Primer festival internacional de la canción popular».
- Enrollet e voe gant Joan Baez e 1974 en he fladenn Gracias a la vida, ma lenner : Guantanamera (J. Marti, adapted by H. Angulo, P. Seeger)
- Kanet gant Demis Roussos, Los machucambos
- En 1977, Los Lobos war o c'hentañ albom.
- En 1981 gant Julio Iglesias.
- En 1990, gant Ana Maria Velez en albom Phil Manzanera, anvet Southern Cross
- En 1991, gant Nana Mouskouri en hec'h albom Nuestras canciones
- En 1997, gant Wyclef Jean a-unan gant Celia Cruz, Jeni Fujita & Lauryn Hill, en albom The Carnival.
- En 1999, Compay Segundo, en albom Calle salud, enrollet en ur sonadeg e Madrid
- En 2000, Compay Segundo, en albom La flores de la vida .
- En 2002, gant Joyeux de Cocotier en hec'h albom zouk Ile en Ile
- En 2003, Banda Bassotti en e albom Asi es mi vida
- En 2003, Tito Nieves, Albita ha Johnny Pacheco en albom ¡Azúcar!, en enor da Celia Cruz
- En 2013, Zucchero en e album Tropical
- En 2015, Sage the Gemini en e albom Trigga Reloaded
Stumm brudetañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra ar c'homzoù brudet eus deroù ur varzhoneg, skrivet gant José Martí, ar barzh kuban meur, dispac'her ha haroz broadel Kuba, embannet el levr Versos Sencillos, en 1895, hag azasaet ouzh ar sonerezh gant Julián Orbón.
En italianeg e kaner un doare troidigezh eus skrid Martí, e galleg eo ur ganaouenn disheñvel rik an danvez anezhi.
An doareoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kalz a stummoù all a oa d'ar ganaouenn, aes a-walc'h sevel komzoù nevez war an ton, e gwerzennoù eizhsilabennek, met n'eus nemet an diskan a zo boutin etrezo. N'anavezer ket kalz a stummoù sonenrollet avat.
- Unan a zo gant Guillermo Portabales, war ur bladenn.
- Unan all gant La India de Oriente, war ur bladenn.
- Unan zo gant Celia Cruz, en ur sonadeg e Hartford, Connecticut, SUA, ma kane gant ar ganerez borinquena La India.
- Unan zo gant Pio Leyva, en ur sonadeg en Asterdam.
Komzoù José Martí
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yo soy un hombre sincero
- Me zo un den gwirion
De donde crece la palma
- Eus al lec'h ma kresk ar palmez
Y antes de morirme quiero
- Hag a-raok mervel e karfen
echar mis versos del alma
- Teurel ma gwerzennoù eus ma ene
Guantanamera, guajira Guantanamera
Mi verso es de un verde claro
- Ma gwerz a zo glas-sklaer
Y de un carmín encendido
- Ha livrin flamm
Mi verso es un ciervo herido
- Ma gwerz zo ur c'harv gloazet
Que busca en el monte amparo
- a glas gwasked er menez
Guantanamera, guajira Guantanamera
Cultivo una rosa blanca
- Ur rozenn wenn a c'hounezan
en julio como en enero
- en Gouhere evel en Genver
para el amigo sincero
- evit ar mignon gwirion
que me da su mano franca
- a ro e zorn din eeun
Guantanamera, guajira Guantanamera
Con los pobres de la tierra
- gant re baour an douar
quiero yo mi suerte echar
- e fell din heuilh ma flanedenn
el arroyo de la sierra
- ar wazh er menez
me complace más que el mar
- a blij muioc'h din eget ar mor
Guantanamera, guajira Guantanamera
Kanerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An holl ganerien a gan Guantanamera, un dlead broadel d'ar Gubaned, marteze ivez dre ma kred ar ganerien a vicher e vo brudetoc'h a se o fladennoù, rak goulennet e vez atav digante kanañ Guantanamera pa vezont er broioù estren.
B
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Celia Cruz
- Betty Curtis, en italianeg e 1967
D
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jo Dassin, en galleg
- Die Toten Hosen, en spagnoleg ha saozneg[2]
F
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]G
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gilda (kanerez) (On Un Sueño Hecho Realidad)
I
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
K
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]L
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]M
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]P
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]R
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Tino Rossi, e galleg
S
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pete Seeger, gant The Weavers e 1963,
- Compay Segundo
- Bernd Stelter („Ein Bier im Keller“)
T
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Brandos
- The Sandpipers
- Todos Tus Muertos
- Trini Lopez
W
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Nanette Workman
- Robert Wyatt (als „Caimanera“)
- Wyclef Jean
E yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E galleg eo bet lakaet gant Jean-Michel Rivat, ha kanet gant meur a ganer
- Joe Dassin
- Nana Mousc'houri.
- Tino Rossi.
- E 2002 e veze kanet gant Joyeux de Cocotier en un doare zouk en albom Ile en Ile
- En italianeg
- gant Betty Curtis
- gant Zucchero[3].
- E kembraeg, e 1968, Draw Dos Y moroedd, kanet gant Mary ac Edward (Mary Hopkin eo ar ganerez, Edward ne ra nemet gitariñ)[4], enrollet e ti Cambrian.
- E portugaleg :
- E Brazil : gant al lazoù Tarancón, Raíces de América.
- En Portugal : gant UHF en 1998, en o albom Rock É! Dançando Na Noite.
- E saozneg, gant ur bern kanerien (kanet er yezh orin hag e saozneg ouzhpenn alies)
- E sinaeg
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eus ket a zoare brezhonek (evit c'hoazh), met kanet e vez an diskan gant ar gerioù-mañ, savet gant Filip Oillo :
- Deomp da Landeda, da glask ur banne da evañ.
E filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E-barzh Arrullo de Dios, e 1966, kanet gant Libertad Lamarque.
.
Liammoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-(es)
- Aspectos de la Guantanamera, gant María Argelia Vizcaíno
- Pennad e Juventud Rebelde (Meurzh 7 a viz Gwengolo 2004), kelaouenn eus Kuba.
- 'Guantanamero' hervez Richard Stallman
- Versos Sencillos, barzhoneg José Martí.
- [3]
- Guantanamera: historia ¿conclusa? por Karina Rodriguez
- Única guantanamera a Guantánamo, por Víctor Hugo Purón Fonseca
- http://laislaylaespina.blogspot.com/2007/12/la-guantanamera-en-la-tierra-del-diablo.html
- https://web.archive.org/web/20160310203512/http://acceso.ku.edu/unidad3/un_paso_mas/guantanamera.shtml
-(fr)
- Pennad istorel ha kanerien [4]
Kanet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-Ar ganerien a gan gwerezennoù José Marti
- Pete Seeger
- Joan Baez
- https://www.youtube.com/watch?v=9Md5Z4I0DG4 Celia Cruz]
- Doare nevesoc'h gant sonerien a bep seurt
- Zucchero o kanañ "Guantanamera" en italianeg
-Komzoù all:
- Guillermo Portabales, komzoù personel, diwar-benn Bro-Golombia
- Laz dizanv, komzoù personel
- Pio Leyva en Amsterdam o kanañ "Guantanamera", komzoù personel (diwar-benn maouezed an Izelvroioù, un tamm diaes da gompren, abalamour d'ar vouezh damvoug)
- La India de Oriente a gan un istor karantez ha gwad e finca La Guayaba.
- Celia Cruz
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Kanet gant The Sandpipers [1]
- ↑ Patrom:Internetquelle
- ↑ https://www.youtube.com/watch?v=b3oxFc_CnVw
- ↑ Kanet gant Mary Hopkin : [2]