Guajira

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

*La Guajira zo un departamant eus Colombia.


Guajira zo un doare kanaouenn diwar ar maez[1] eus reter Enez Kuba. Dont a ra an anv eus ar ger guajiro a dalv kement ha kouer en Enez Kuba.
Eus buhez kouerien Kuba e vez kaoz er guarijas peurliesañ.


Ur ganaouenn en 4/4 eo ar guajira, kanet goustad, eilet gant ar gitar, tost d'ur son. Un doare kar eo ar guajira-son.
Alies e vez anezho pozioù dek linenn, anvet décimas, pe espinelas, diwar doare ar skrivagner ha sonaozer spagnol Vicente Gómez Martínez Espinel (Ronda, Málaga, 28 a viz Kerzu 1550 - Madrid, 4 a viz C'hwevrer 1624) eizh silabenn enno, savet diwar-benn buhez ar guajiras – ar gourerezed kuban.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Jorge Anckermann (La Habana 1877-1941) a vez lakaet da dad ar Guajira a-c'houde e ganaouenn El arroyo que murmura ("Hiboud ar wazh-dour", ha "hiboud tud ar straedoù" ivez)[2][3].

Guantanamera, savet e 1928 gant Joseíto Fernández, eo ar guajira vrudetañ e-maez Kuba.

Brud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Guillermo Portabales, kaner ha gitarour, eo bet brudet ar guajira. E zoare kran da ganañ zo deuet da vezañ anvet guajira de salón. Kanet en deus e ganaouennoù dre Amerika, traoñ ha krec'h, adalek ar bloavezhioù 1930 betek 1970, pa varvas en ur gwallzarvoud e Puerto Rico.

Un nebeud guajiras[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un doare guajira a vez sonet e New York abaoe ar bloavezhioù 1960, gant elfennoù cha-cha-cha e-barzh, evel El ratón, kanet gant Cheo Feliciano.

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ar ger guajira e Geriadur an Akademiezh Spagnolek : [[1]]
  2. Kanet gant Guillermo Portabales. Sonet : [[2]]; Sonerezh
  3. (es)Komzoù]


Doareoù sonerezh Kuba

Conga | Punto guajiro | Guaracha | Tumba francesa | Contradanza | Rumba | Habanera | Trova | Changui | Danzón | Boléro | Son | Guajira | Mambo | Filin | Cha-cha-cha | Pachanga | Nueva Trova | Songo | Timba