Gruffydd Robert
Gruffydd Robert (war-dro 1527 – 1598) a oa ur beleg katolik kembreat hag a savas ur yezhadur eus ar c'hembraeg, e kembraeg, pa oa en harlu e Milano.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Genidik e oa eus hanternoz Kembre, ne ouzer ket pelec'h resis. Studioù a reas en Oxford, e skolaj Christ Church. E 1558 e voe anvet da arc'hdiagon en Enez Mon. D'ar mare-se e varvas Mari Iañ Bro-Saoz. Pignat a reas Elisabeth war an tron ha lakaet e voe ar brotestantiezh da dalvezout e Kembre hag e Bro-Saoz. Koulskoude e chomas stag kalz tud e Kembre ouzh ar feiz katolik, ha Gruffydd Robert a oa unan anezho.
Asambles gant ur beleg katolik all, Morys Clynnog, ez eas Gruffydd Robert da zouar-bras Europa. Goude beajiñ e Bro-C'hall hag en Alamagn en em gavjont e Roma, e miz Genver 1564. Eno e voe chapalan en Ospital Saoz.
E 1567, pa voe embannet al lodenn gentañ eus e yezhadur, e oa Gruffydd e Milano, ma oa kofesour an arc'heskob Carlo Borromeo. Chaloni e oa ivez en iliz-veur Milano. Tost da ugent vloaz e chomas e servij Carlo Borromeo hag an arc'heskibien a voe war e lerc'h Gaspare Visconti ha Federico Borromeo. E 1582 e c'houlennas paouez da brezeg. Met kenderc'hel a reas evel chaloni betek ma voe paeet ul leve dezhañ e 1594. mont e retred. Hervez ar pezh a lenner el Libro dei Morti er bloavezh 1598, e c'houzañvas e-pad pell, a-raok mervel d'ar 15 a viz Mae eus ar bloavezh-se.
E oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Embannet e voe al lodenn gentañ eus e yezhadur gant an titl Dosbarth Byrr ar y rhann gyntaf i ramadeg Gymraeg d'ar 1añ a viz Meurzh (deiz Gouel Sant Dewi) 1567 e Milano. An eil lodenn a voe embannet e 1584 pe 1585. Goude marv Carlo Borromeo e miz Du 1584, e seblant Gruffydd bezañ bet muioc'h a amzer da labourat war e yezhadur[1]. Embannet e voe an deirvet hag ar bedervet lodenn a-raok 1598. An div lodenn gentañ zo kinniget e-giz un diviz en ur winieg etre daou vignon, Gr. (da lavaret eo Gruffydd) ha Mo. (da lavaret eo Morys Clynnog). En div lodenn all n'eo ket kinniget an traoù er stumm-se, abalamour marteze ma oa marvet Clynnog e 1581. Lodennoù all, berroc'h, a voe ivez, er bemvet lodenn e kaver un dastumad barzhonegoù kembraek, hag er c'hwec'hvet un droidigezh eus Cato Maior de Senectute gant Cicero (ha ne voe ket embannet penn-da-benn).
Gant Gruffydd Robert ivez e voe embannet an Athravaeth Gristnogavl, un droidigezh gant Morys Clynnog eus ul levr katekiz gant ar Jezuist Diego de Ledesma. Al levr-se eo an hini kentañ a voe troet diwar an italianeg e kembraeg.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- T. Gwynfor Griffith, Italian Humanism and Welsh Prose in Yorkshire Celtic Studies (vol. vi, 1953–58).
- D. Rhys Phillips, Dr. Griffith Robert, Canon of Milan (1922).
- M. Paul Bryant-Quinn, Dyddiadau a Chefndir Gruffydd Robert, Milan, The Welsh History Review / Cylchgrawn Hanes Cymru 29 (4), Rhagfyr 2019.
- G. J. Williams (ed.), Gramadeg Gruffydd Robert (University of Wales Press, Kerdiz, 1939). Un adembannadur eus yezhadur Gruffydd Robert, gant un pennad-digeriñ gant Griffith John Williams.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Williams, GJ. Gramadeg Cymraeg Gruffydd Robert.