Greg ar C'hroazour

Eus Wikipedia
Greg ar c’hroazour en embannadur 1883 Barzhaz Breizh

Greg ar C'hroazour zo ur werz embannet e Barzhaz Breizh e 1839 dindan an talbenn gallek L’épouse du croisé, gant ar c'homzoù brezhonek "e yezh Kerne" ( dialecte de Cornouaille ) ; en holl embannadurioù e kaver ar werz-se.

Danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un dodenn a gaver en Europa a-bezh eo : pa zistro ur brezelour d'ar gêr, n'eo ket anavet diouzhtu gant e zousig ; bez' emañ c'hoazh goude 1815 er werz saoznek The Plains of Waterloo[1].

Kervarker a laka un ezel eus an tiegezh Goulaine da vont d'ur groaziadeg goude fiziet e bried en e vreur ; hennezh avat a gas ar vaouez da ziwall deñved. Pa zistro ar brezelour seizh vloaz goude n'eo ket anavet ganti, betek ma verzfe-hi e vlev melen. Pa glev ar pried a-zivout emzalc'h e vreur en e argas eus maner an tiegezh.
Mard eo ar brezelour ur marc'heg eus an tiezegezh Goulaine e c'hellfe bout Geoffroy de Goulaine, a gemeras perzh er 7vet kroaziadeg (1248-1254)[2].

Komzoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemmoù zo bet degaset e skrid Barzhaz Breizh a-feur ma veze adembannet, betek an eizhvet embannadur e 1883 — an hini diwezhañ kent marv Kervarker e 1895. Ar yezh zo bet kemmet, met digemm eo chomet an danvez.

Ur gentel all eus ar werz a voe embannet gant Alfred de Courcy (1816-1888) e 1842, etre eil (1840) ha trede (1845) embannadur Barzhaz Breizh neuze[3].

Amañ a-is e kavor ar gentel-se, lakaet keñver-ha-keñver gant re Barzhaz Breizh 1846 ha 1867 ; merket eo an diforc'hioù a gentel da gentel.

Le Breton, 1842
Barzaz-Breiz, 1846
Barzaz-Breiz, 1867

Keit a vinn d'ar Brezel, lec'h ered d'inn monet,
Da biou e roinn-me va dousik da viret ?
— Digasit-hi d’am zi, va breurik, mar keret,
Me hi lako er gambr, gant va dimezelet ;

Me hi lako er gambr gant va dimezelet,
Pe barz ar zal enor, gant ann itronezed.
Enn eunn hevelep pod a vo gret d’hé o bouet,
E'nn hevelep gwélé é ielint da kousket.

Benn eunn nebeut goudé, kaer vijé da gwelet
Porz maner ar Faouet leun a dujentilet ;
Peb kroas ruz var ho skoas, peb marc’h bras, peb banniel
Evit klask ann otrou o fonet d’ar Brezel.

Ne oa et pellik meur er mez diouz ann ti,
Pa oe laret d’hé greg kalz a brezegou kri :
— Diwiskit ho prouz ruz, hag unan gwen gwisket,
Ha ieffet-u d’al lann da beuri al loenet.

— Ho tigaré, va breur, petra em' euz-me gret
Mé né m’oun bet biskoaz da viret al loenet.
— Mar né m'oc’h bet biskoaz da ziwal ann denvet,
Aman zo ma goaf hir a ziskoue d’eoc’h monet.

Bet é épad seiz bloas, né ré nemed wela.
Enn divez ar seiz bloas, n'em lakas da gana.
Hag eur marc’hek iaouank, o tont deuz ann armé
A glevas eur vouez dous kana war ar méné.

Arz, va pachik bihan, krog er brid va marc’h-mé ;
Me glev eur vouez arc'hant kana war ar méné ;
Me glev eur vouezik dous war ar méne kana ;
Hirio a zo seiz bloas m'er c’hleviz diveza.

— Deiz mad a laran d’éoc’h, plac’h iaouank ar méné,
Ha merniet mad hoc’h euz, pa ganit ken gé zé ?
— Ia, merniet mad em'euz, a drugaré Doué :
Gand eunn tam bara zec’h, em'euz debret a mé.

— Livirit, plac’hik koant, o tiwal ann denvet,
Ebarz ar maner ze c'halfenn bout kemeret ?
— O ! ia, zur, va otrou, digemer a keffet
Hag eur marchosi kaer da lakat ho ronset.

Eur gwélé mad a blun ho pezo da kousket,
Evel d'ommé gwech all pa oan gant va priet ;
Ne gouskenn ket neuze er c’hraou touez al loenet,
Nag èr skudel ar c’hi oa gret d'in va bouet.

— Pé lec’h eta, va merc’h, pé lec’h eo ho priet,
Pa gwelan en ho tourn al liamm hoc'h euret ?
— Va friet, va otrou, a zo et d’ann armé ;
E'n devoa bleo melen, melen evel ho ré.

Mar én doa bleo melen, kerkouls evel d'on-mé,
Lakit evez timad na vijé me a vé.
— Ia, me a zo oc'h itroun, ho tous, hag ho priet,
Va hano zo, 'vit gwir, itroun euz ar Faouet.

— Lezit al loenet-ze, ma ieffemp d’ar maner,
Hast ez-euz var 'non-mé da erruout d'ar ger.
— Eur vad did-è, va breur, eur vad did a laran ;
Penaoz ia va friet, em' oa laket aman ?

— Asezit-ta, va breur, kadarn a koant bepred !
Et eo da Keronik, gant ann introunezet.
Et eo da Keronik, lec’h a zo stal meurbet.
Pa zistroio d’ar ger, aman a vo kavet.

Gaou a lavarez d’in ; rak te c'heuz hé kaset
'Vel eur c'hos koskerez da beuri al loenet ;
Gaou a lavarez d’in, e kreiz ta zaou lagat,
Rak hé ma 'dren an nor, eno oc’h huanat.

Tec’h tu-zé gant ar vez ! tec’h kuit, den milliget !
Karget é ta kaloun a gwall hag a péc’het ;
Mar né vé ket aman ti va mamm a va zad,
Me lakafe va c’hlean da ruia gant ta gwad !

Endra vinn er brezel lec’h eo red d’in monet,
Da biou e roinn me ma dousik da viret ?
— Digaset-hi d’am zi, va breur-kaer, mar keret
Me hi lakai e kampr gant va zemezeled ;

Me hi lakai e kampr gant va zemezeled,
Pe barz ar zal enor gand ann itronezed.
Enn eunn heveleb poud e vo gret d’he ho boed,
Ouz ann heveleb dol e veint azeet.

Benn eunn nebeut goude kaer vije da welet
Porz maner ar Faouet leun a zuchentiled ;
Peb kroaz ru war ho skoa, peb marc’h braz, peb banniel,
Evit klask ann otrou da vonet d’ar brezel.

Ne oa ked oet pell-meur er mez demeuz ann ti,
Pa oe laret d’he c’hreg kalz a brezegou kri :
— Diwisket ho prouz-ru, hag unan wenn gwisket,
Red eo monet d’al lann da beuri al loened.

— Ho tigare, va breur ; petra em euz me gret ?
Me ne m’onn bet biskoaz o peuri ann denved.
— Ma n’em-oc’h bet biskoaz o peuri ann denved,
Aman zo ’ma goaf hir a ziskei d’hoc’h monet. —

Bet eo epad seiz vloa, ne re nemed goela ;
Enn divez ar seiz vloa ’n em lakaz da gana.
Hag eur marc’heg iaouang o tont euz ann arme,
A glevaz eur voez dous kana war ar mene.

— Arz, va floc’hik bihan, krog e brid va marc’h-me :
Me glev eur voez argant kana war ar mene ;
Me glev eur voezik flour war ar mene kana ;
Hiriou a zo seiz vloa hi c’hleviz diveza.

— De-mad a larann d’hoc’h, plac’h iaouang ar mene,
Ha merniet mad hoc’h euz pa ganet ken ge se ?
— Ia, merniet mad em euz, a drugare Doue :
Gand eunn tamm bara zec’h em euz debret ame.

Leret d’in plac’hik koant o peuri ann denved
Hag hen er maner-ze halfenn bout kemeret.
— O ! ia zur, ma otrou, digemer a geffet
Hag eur marchosi kaer da lakat ho ronsed.

Eur gwele mad a blun ho pezo da gousket
Evel-d-on-me gwechall pa oann gant ma fried ;
Ne gouskenn ket neuze er c’hraou gand al loened,
Nag e skudel ar c’hi ne vize gret ma boed.

— Pelec’h eta, ma merc’h, pelec’h ’ma ho pried,
Pa welann enn ho torn liamm euz ho eured ?
— Ma fried, va otrou, a zo eet d’ann arme ;
Bleo melen hir en doa, melen evel ho re.

— Ma en doa bleo melen kerkouls evel-d-on-me,
Laket evez, va merc’h, na vije me a ve ?
— Ia, me eo ho itron, ho tous hag ho pried,
Ma hano zo, e gwir, itron euz ar Faouet.

— Lezet al loened-ze ma ieffemp d’ar maner,
Mall a zo gan-i-me da erruout er ger.
— Eurvad d’id-de, va breur, eurvad d’id a larann ;
Penoz ia ma fried am boa losket aman ?

— Azeet-hu, va breur kadarn ha koant bepred !
Eet eo da Gemperle gand ann itronezed.
Eet eo da Gemperle elec’h ma zo euret,
Pa zistreio d’ar ger aman a vo kavet.

— Gaou a lerez d’in-me ! rag t’ec’h euz he c’haset
Evel eur glaskerez da beuri al loened ;
Gaou a lerez d’in-me e kreiz da zaoulagad,
Rag e ma dreon ann nour, aze, oc’h huanat.

Tec’h tu-ze gand ar vez ! tec’h kuit, breur milliget !
Karget eo da galon a zroug hag a bec’hed !
Ma na ve ti ma mamm, ma na ve ti ma zad ;
Me lakefe va c’hlenv da ruia gand da c’hoad ! —

Keit a vinn er brezel lec’h eo red d’in monet,
Da biou e roinn me ma dousik da viret ?
— Digaset-hi d’am zi, va breur-kaer, mar keret
Me hi lakai e kampr gant va zemezeled ;

Me hi lakai e kampr gant va zemezeled,
Pe barz ar zal enor gand ann itronezed.
Enn eunn heveleb poud e vo gret d’he ho boed,
Ouz ann heveleb dol e veint azeet. —

Penn eunn nebeut goude kaer vije da welet
Porz maner ar Faouet leun a zuchentiled ;
Peb kroaz ru war ho skoa, peb marc’h braz, peb banniel.
Evit klask ann otrou da vonet d’ar brezel.

Ne oa ked oet pell-meur er mez demeuz ann ti,
Pa oe laret d’he c’hreg kalz a brezegou kri :
— Diwisket ho prouz-ru, hag unan wenn gwisket,
Red eo monet d’al lann da beuri al loened.

— Ho tigare, va breur; petra em euz me gret ?
Me ne m’onn bet biskoaz o peuri ann denved.
— Ma n’em-oc’h bet biskoaz o peuri ann denved,
Aman zo ma goaf hir a ziskei d’hoc’h monet. —

Bet eo epad seiz vloa, ne re nemed goela ;
Enn divez ar seiz vloa ’n em lakaz da gana.
Hag eur marc’heg iaouang o tont euz ann arme]]
A glevaz eur voez dous kana war ar mene.

— Arz, va floc’hik bihan, krog e brid va marc’h-me ;
Me glev eur voez argant kana war ar mene ;
Me glev eur voezik flour war ar mene kana ;
Hiriou a zo seiz vloa hi c’hleviz diveza.

— De-mad a larann d’hoc’h, plac’h iaouang ar mene :
Ha merniet mad hoc’h euz pa ganet ken ge se ?
— Ia, merniet mad em euz, a drugare Doue :
Gand eunn tamm bara zec’h em euz debret ame.

— Leret d’in plac’hik koant o peuri ann denved
Hag hen er maner-ze halfenn bout kemeret.
— O ! ia zur, ma otrou, digemer a geffet
Hag eur marchosi kaer da lakat ho ronsed.

Eur gwele mad a blun ho pezo da gousket
Evel-d-on-me gwechall pa oann gant ma fried ;
Ne gouskenn ket neuze er c’hraou gand al loened,
Nag e skudel ar c’hi ne vize gret ma boed.

— Pelec’h eta, ma merc’h, pelec’h ’ma ho pried,
Pa welann enn ho torn liamm euz ho eured ?
— Ma fried, va otrou, a zo eet d’ann arme;
Bleo melen hir en doa, melen evel ho re.

— Ma en doa bleo melen kerkouls evel-d-on-me,
Laket evez, va merc’h, na vije me a ve ?
— Ia, me eo ho itron, ho tous hag ho pried,
Ma hano zo, e gwir, itron euz ar Faouet.

— Lezet al loened-ze ma ieffemp d’ar maner,
Mall a zo gan-i-me da erruout er ger.
— Eurvad d’id-de, va breur, eurvad d’id a larann ;
Penoz ia ma fried am boa losket aman ?

— Azeet-hu, va breur kadarn ha koant bepred !
Eet eo da Gemperle gand ann itronezed.
Eet eo da Gemperle elec’h ma zo euret,
Pa zistreio d’ar ger aman a vo kavet.

— Gaou a lerez d’in-me! rag t’ec’h euz he c’haset
Evel eur glaskerez da beuri al loened ;
Gaou a lerez d’in-me e kreiz da zaoulagad,
Rag e ma dreon ann nour, aze, oc’h huanat !

Tec’h tu-ze gand ar vez ! tec’h kuit, breur milliget !
Karget eo da galon a zroug hag a bec’hed !
Ma na ve ti ma mamm, ma na ve ti ma zad ;
Me lakefe va c’hlenv da ruia gand da wad ! —

Doareoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dastumet e Bro-Dreger

Un doare all disheñvel diouzh re Kervarker ha De Courcy, dastumet e Larruen, a voe embannet gant ar chaloni Henri Pérennès (1875-1951) en Annales de Bretagne e 1938.[4]

"Yannig an Henañ" eo anv ar brezelour, a zo marc'hadour pa zistro ; ur bugel he deus bet e zousig, a zo mac'homet gant he c'hoar-gaer he deus kaset ar bugel "da desko ar gallek".

Doare Annales de Bretagne 1938/45/3-4/pp. 240-247

Mar gaon me d'an arme, elt e kontan monet
Piou viro berjelen tre me vin e vonet ?
Digaset-hi d'in me, ma breur-kaer, da viret
Me n'hi lako e kampr gant ma demezelled.

Digaset-hi d'in me ma breur kaer da viret
Me n'hi lako e kampr gant ma demezellet
Divo ket goez guele evite da gousket
Ha var ar plad gante c'hi a debro c'hi voed

Oa ket eit an Aotro a bell bras deus an ti
Komansaz c'hi c'hoar ger da gano poult dezi
Loskeit ho habit venn ha hani du guisket
Hag et d'ar lan duze da viret an denvet.

Otraou Doue, emeï, penaoz e rin me ze ?
Biskoaz na meuz miret ar sort lonedaou-ze
Lemet ho habit venn, ho hani du guisket
Ha me iei var ho lerc'h, ho teskaï d'o miret.

Pad seiz vie ema bet ha na re med gouilo
Pan e fin d'ar seiz vie, ha hi komans kano
Na pa oa Ioannik e tont deuz an arme
Kleve eur vouez 'kano, terribl e kane ge

Arretet pachik bian, arretet ho ronsed
Car eur vouez a glevan, pell zo nam euz ket gret
................................................
Berjelen eo honnez pe me a zo trompet.

Bonjour d'ac'h, bergelen, terribl e kanet gé
Débet eo ho mern, pa ganet ken gé-se ?
Leluia, marc'hadour, dre drugare Doue,
Gant brujeno bara deuz dorn ar vugale,
[Hag eur pez mad a vara me bemde gant Doue]

Laret-hu, bergelen, dimezet oc'h ive
Leluia, marc'hadour dimezet on ive
D'un dichentil iaouank a zo eit d'an arme,
..........................................

Laret-hu, bergelen, pez hano oa ho pried ?
Joannik an Henan deuz han e vize gret
Joannik an Henan, mar oa hano ho pried,
Tromenet e 'n tri miz 'boa me ma interet.
[Bars en chapel Coetudal, a didost d'an Naoned]

Mar de maro ma vried, elt a laret breman
Daou pe dri ble kanvo am euz d'ober dezan
Daou pe dri zervijo 'meus da lakat gantan.
..........................................

Laret-hu d'in berjelen, a c'houi peuz bugale
0 ia zur, marc'hadour, eunan am euz ive
Hag eur ble melen d'an, hanval mad deuz ho re
.............................................

Dellet-hu, bergelen, dellit-hu dantelez
Salokras, marc'hadour, me n'on ket bragerez
Dellet-hu, bergelen, bout a pe rubano
Salokras, marc'hadour, car bout am euz kanvo

Dellet-hu, berjelen, bout a pe violet ?
Salocras, marc'hadour, ha n'am riotet ket.
..........................................
..........................................

Deut-hu ganin, bergeren, var lost ma ankane
Me doucho ar birbiaou ebarz em rok d'ar ger.
Salokras, marc'hadour, salokras, nan an ket
Car dismegans da Zoue, dizenor d'am vried.

Lart-hu din, bergelen, mar elfemp bout longet
Barz ar maner aze, hon daou, gant hon ronsed
0 ia zur, marc'hadour, longet sur a viet
Ha marsosi o po da lakat ho ronsed.

De mad d'oc'h tud gentil, ni elfe bout longet
Ebarz ar maner-man hon-daou gand hon ronsed ?
0 ia zur, marc'hadour, longet sur a viet
Ha marsosi o po da lakat ho ronsed.

Neuze 'neuz goulennet pedra evit koania
Hag ar vugelez devent da dont d'hen zervija
Salokras, emezi, evit se na rei ket
Rak seiz vie zo tremen boe na deuz servijet.

D'ho iehet, bergelen, eur vech a evan d'ac'h
Divotaou, dileraou, true am euz deuzac'h
Pan e eit bergelen vit kemer ar veren.
C'hi c'hoar ger ni c'hichen c'hi skoe gand eun dreujen.

Panevit respeto ti ma mam ha ma zad,
Lakfen leuren an ti da ruo gand ho koad!
Panevit respeto ti n'han meuz ma maget
Lakfen leuren an ti da ruo gand ho koëd.

— Salokras, Ioannik, salokras ne rit ket
Rak eur c'hrouadur a moamp c'hi deuz han en maget
Ha kaset anezhan da desko ar gallek.
....................................

Dastumet e Bro-Gwened

Gant an abad Frañsez-Mari Kadig (1864-1929) e voe dastumet an doare-mañ e Pondivi hag embannet er gelaouenn La Paroisse bretonne e miz Meurzh 1906. Mar d'an-mé d'en armé eo an talbenn bremañ, istitlet Bergeren<ref>''Mar d'an-mé d'en armé. Kavet : 08 Meu 2022. .
Evit Kervarker, ar ganaouenn a blede gant ar c'hroaziadegoù ; an abad Kadig, harpet gant ar werzenn a gomz eus brezel en Hollanderi , a gav dezhañ e oa kaoz eus ar Brezel etre an Izelvroioù ha Bro-C'hall (1672-1679). An daou a c'hall bout gwir, pa'z eus bet un 70 vloaz bennak etre doare Kervarker ha hini Kadig : kemmet e vez ar gwerzioù gant an amzer hag al lec'h ma vev an dud o c'han.

Mar d'an-mé d'en armé

1. - Mar d'ean-me d'an arme, hon, vel me glevan lared hon (teir w.)
Piv viro Bergeren, tre ma vin o voned?

2. - Ro he din-me, va breur, me miro dit fidel
Ha m'he lako er gambr gant va zeir dimezel.

3. A boan oa troet e gein hag avañset en hent
Oa kañvet Berjeren bugulez an deñved.

4. - Taolit hoc'h abit ruz, kem'rit hoc'h hini gwenn !
Kerzhit da lann al lenn da vired an deñved !

5. - Alas, ma Doue neoazh, ma Doue va sikourit !
Penaos o mirin-me? N'meus int biskoazh miret ?

6. - Kem'rit ar walenn, m'ho tesko d'o mired.
Da lann al lenn ez afec'h ha bemde he rafec'h.

7. Hag epad ar seizh vloaz Berjeren a ouele
Pa erru ar seizh voaz, hi gomañs da ganañ.

8. Hag an dudjentil yaouank o tremen dre 'n hent bras
A glevas ar poz-kan hag a ziskenn d'an diaz.

9. - Arrest, floc'hig bihan, krog er brid va roñsed
Rag me glev ur poz-kan hag am-eus c'hoazh klevet.

10. Distro, floc'hig bihan, va roñsed dres d'al lann,
Deomp da gav ar poz-kan a glevomp-ni amañ.

11. - Bonjour-ta, Berjeren, bugulez al loened.
Ha debret mat zo deoc'h, pad 'eo gwir e kanit !

12. - Oh ya! Dragon yaouank, ha debret mat zo din
Gant 'l liard a vara kerc'h deus davañset Doue din.

13. - Larit din, Berjeren, larit din e wirionez,
Ha mard'eoc'h dimezet peotrament ned'eoc'h ket ?

14. - Paset eo ar seizh vloaz ez on me dimezet
D'ur brav a zenig yaouank, ker brav a eo er bed.

15. Dimeet mad e oan da zen youank ar porzh-se
A-houde pell amzer o servij en arme.

16. - Larit, femelen yaouank, ha deomp e larfet
Pa weloc'h hoc'h aotroù bremañ c'hwi n'anavezoc'h ?

17. - Oh ya! Denig yaouank, oh ya me n'anavezo
Panevet d'ho floc'hig me grede oe c'hwi oe.

18. - Salokras, femelen, salokras ned on ket !
Biskoazh da femelen n'am-eus me dimezet

19. - Larit din, denjentil yaouank, ha din e larfet
Mar e vez eñ gwelet lec'h bennag dre ar bed ?

20. - Oh ya, femelen yaouank, ema bet ganeomp-ni
Pell dre-mañ en ur ger hag en Hollanderi.

21. Dre-hont neus n'eomp kavet, gant Doue vo digaset
Oh ya sur! Femelen, mar ned eo dilaosket.

22. - Trugarez, tudjentil, hag ho kevelloù mad.
Mar peus pell hent d'ober, e vefet diwezhat.

23. - N'eus ket pell hent d'ober, ne vimp ket diwezhat.
Henozh e kouskimp ti hor mamm hag hon tad.

24. - Larit din, Berjeren, larit er wirionez
Mar a vimp-ni lojet en hostalari-se?.

25. - Oh ya, dragon yaouank, lojet sur e vefec'h :
Gwele mat da gousked, marchosi d'ho roñsed.

26. - Ha deoc'h, bonjour, hostiz, hostiz hag hostizez !
En ho hostalari ha c'hwi me lojo-me?

27. - Oh ja, dragon yaouank, lojet mad e vefet :
Gwele plu da gousked, marchosi d'ho ronsed.

28. Ha da gonaniañ ho-po ar sort a larefet,
Matezh kambr d'ho servij, 'n hini a choazfet.

29. - Mar be-me ur vatezh, matezh d'am servijiñ
M'am-bo me Berjeren, bugulez an deñved.

30. - Salokras, aotroù yaouank, Berjeren n'ho-po ket :
Ma rac'h leizh laou ha gal o kousked gant 'r tropell

31. - Piv neus graet d'am dous un disprizañs sort-se ?
C'hwi poa prometet din he garantiñ bemde.

32. C'hwi poa prometet din hor-befe he miret
Hag he laket er gambr gant ho timezeled.

33. Me m'eus-me he roet deoc'h ker gwiv vel ar bleuñ per
C'hwi c'hoazh he rantit din duoc'h vit ar seier.

34. Pa ne vefec'h va breur ha c'hwi va c'hoareg,
Me riñsfe va gleze noazh ennoc'h kreiz ho kwad.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en) Gant John Renbourn Group. Kavet : 08 Meu 2022.
  2. (fr) Pol Potier de Courcy (1890). Nobiliaire et armorial de Bretagne / GOULAINE (DE). Kavet : 08 Meu 2022.
  3. De Courcy, Alfred (1842). Le Breton. Adembannadurioù fac-simile : Les Éditions du Bastion, 2000 (ISBN 978-2-7455-0066-3) ; Éditions des Traboules, 2008 (ISBN 978-2-915681-50-5)
  4. Annales de Bretagne, levrenn 45, niverenn 3-4, pp. 240-247. Kavet : 08 Meu 2022.