Gourtanvenez
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ober a reer gourtanvenez eus ar menezioù-tan o deus dislonket tolzadoù materi divent ken ez eus prouennoù m'eo bet kemmet an hin er bed a-bezh gwezhioù zo. N'eo ket bet krouet an dro-lavar gant ar skiantourien, met anv zo bet eus ar supervolcanoes e-barzh meur a deulfilm breizhveuriat pe stadunanat adalek ar bloavezh 2000. Graet e vez gant an tanvenezourien eus ar megacalderaoù evit ober anv eus ar pezh a weler hiziv. A hend-all e vez renket ar gourtanvenezioù war an daou zerez uhelañ e-barzh meneger tarzherezhted an tanvenezioù, ar VEI (Volcanic Explosivity Index e saozneg) a ya betek 8. En derez 7 eo bet jedet m'eo bet kaset un tolzennad materi 100 km³ er-maez ha muioc'h eget 1 000 km³ evit an derez 8.
Hervez lod skiantourien e c'hellje an hin bezañ aet da yen spontus betek bezañ lakaet an Douar da vezañ goloet gant skorn 65 milmilion a vloavezhioù zo, ha marteze lakaet an dinozaored da vont da get.
Gorreadoù tanek meur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwezhioù zo ez eus bet kavet roudoù ar gourtanvenezioù er gorreadoù tanek meur evel ma vez gwelet en Island (Enez ar Skorn), e Meurvor an Indez, e Siberia hag e Java. Koulskoude ez eus bet kavet roudoù meur a gourtanvenez er bloavezhioù 2000.
An dislonkadenn dolzennek anavezet en amzerioù istorel a zo bet hini ar Menez Tambora en Indonezia e 1815 (VEI 7), ha nevez zo eo bet kavet ez eus bet un dislonkadenn divent e Zeland-Nevez ken yaouank ha 2 200 vloaz zo.
Park broadel Yellowstone
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En teulfilm kentañ war ar gourtanvenezioù skingaset gant ar BBC (Supervolcanoes, 2000) eo bet lakaet ar c'haoz war gresk an obererezh tanvenezel e-kreiz Park broadel Yellowstone er Stadoù-Unanet. Hervez kont e vije live an douar o kreskiñ a 7 cm bep bloaz ha ken tanav eo pluskenn an Douar eno ma c'hellfe bezañ ur c'hambr magma prest da zislonkañ diskuliadegoù lava (mein-teuz) war gorreadoù divent evel m'eo degouezhet meur a wech dija, 2,1 milion, 1.3 milion ha 640 000 a vloavezhioù zo. Merzet eo bet ez a da gresk an obererezh tanvenezel ivez (gwrezverk ul lenn o kreskiñ, pennoù-bouilh o tarzhañ kreñvoc'h, muioc'h a soufr). Hervez lod douarourien (Robert Smith, Skol-Veur Utah, da skouer) e c'hellfe menez-tan Yellowstone prest evit ober e reuz a-barzh un nebeud bloavezhioù.
Roll ar gourtanvenezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Aira Caldera, Kyūshū, Japan • ~ 22 000 bloavezh zo (~110 km3)
- Lenn Taupo, Norzhenez, Zeland-Nevez • 181 ktJK (120 km3)[1]
- Kikai Caldera, Inizi Ryukyu, Japan • 6 300 bloavezh zo (150 km3)
- Menez Aso, Kyūshū, Japan • 4 dislonkadenn dolzennek etre 300 000 ha 80 000 bloavezh zo (Tolzenn : - 600 ktJK km3)
- Tambora, West Nusa Tenggara, Indonezia • 1815 (100 km3)
- Bruneau-Jarbidge, Idaho, Stadoù-Unanet • 10-12 milion a vloavezhioù zo (>250 km3)[2] • 1 600 km er Reter[3]
- Laacher See, Rheinland-Pfalz, Alamagn • ~ 12 900 bloavezh zo (~300 km3)
- Campi Flegrei, Naplez, Italia • ~ 12 000 bloavezh zo (marteze muioc'h eget 300 km3)
- Caldera Long Valley, California, Stadoù-Unanet • 760 000 bloavezh zo (600 km3)
- Caldera Valles, New Mexico, Stadoù-Unanet • 1,12 milion a vloavezhioù zo (600 km3)
- Kemplez al lenn tanveneziek Bennett, British Columbia/Yukon, Kanada • 50 million a vloavezhioù zo (850 km3)
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Paol ar Meur, Ar menez-tan kreñv spontus. In : Bremañ, n° 315, Genver 2008.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Wilson, C. J. N. & Ambraseys, N. N. & Bradley, J. & Walker, G. P. L. (1980) : A new date for the Taupo eruption, New Zealand, Nature 288: pp. 252–253. DOI : 10.1038/288252a0.
- ↑ Krouet ganti Ashfall Fossil Beds.
- ↑ Ashfall Fossil Beds State Historical Park. The Ashfall Story. Kavet : 08 a viz Eost 2006.