Gourtanvenez

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ober a reer gourtanvenez eus ar menezioù-tan o deus dislonket tolzadoù materi divent ken ez eus prouennoù m'eo bet kemmet an hin er bed a-bezh gwezhioù zo. N'eo ket bet krouet an dro-lavar gant ar skiantourien, met anv zo bet eus ar supervolcanoes e-barzh meur a deulfilm breizhveuriat pe stadunanat adalek ar bloavezh 2000. Graet e vez gant an tanvenezourien eus ar megacalderaoù evit ober anv eus ar pezh a weler hiziv. A hend-all e vez renket ar gourtanvenezioù war an daou zerez uhelañ e-barzh meneger tarzherezhted an tanvenezioù, ar VEI (Volcanic Explosivity Index e saozneg) a ya betek 8. En derez 7 eo bet jedet m'eo bet kaset un tolzennad materi 100 km³ er-maez ha muioc'h eget 1 000 km³ evit an derez 8.
Hervez lod skiantourien e c'hellje an hin bezañ aet da yen spontus betek bezañ lakaet an Douar da vezañ goloet gant skorn 65 milmilion a vloavezhioù zo, ha marteze lakaet an dinozaored da vont da get.

Gorreadoù tanek meur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwezhioù zo ez eus bet kavet roudoù ar gourtanvenezioù er gorreadoù tanek meur evel ma vez gwelet en Island (Enez ar Skorn), e Meurvor an Indez, e Siberia hag e Java. Koulskoude ez eus bet kavet roudoù meur a gourtanvenez er bloavezhioù 2000.
An dislonkadenn dolzennek anavezet en amzerioù istorel a zo bet hini ar Menez Tambora en Indonezia e 1815 (VEI 7), ha nevez zo eo bet kavet ez eus bet un dislonkadenn divent e Zeland-Nevez ken yaouank ha 2 200 vloaz zo.

Park broadel Yellowstone[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En teulfilm kentañ war ar gourtanvenezioù skingaset gant ar BBC (Supervolcanoes, 2000) eo bet lakaet ar c'haoz war gresk an obererezh tanvenezel e-kreiz Park broadel Yellowstone er Stadoù-Unanet. Hervez kont e vije live an douar o kreskiñ a 7 cm bep bloaz ha ken tanav eo pluskenn an Douar eno ma c'hellfe bezañ ur c'hambr magma prest da zislonkañ diskuliadegoù lava (mein-teuz) war gorreadoù divent evel m'eo degouezhet meur a wech dija, 2,1 milion, 1.3 milion ha 640 000 a vloavezhioù zo. Merzet eo bet ez a da gresk an obererezh tanvenezel ivez (gwrezverk ul lenn o kreskiñ, pennoù-bouilh o tarzhañ kreñvoc'h, muioc'h a soufr). Hervez lod douarourien (Robert Smith, Skol-Veur Utah, da skouer) e c'hellfe menez-tan Yellowstone prest evit ober e reuz a-barzh un nebeud bloavezhioù.

Roll ar gourtanvenezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Supervolcano World Map.png
Kartenn argourtanvenezioù anavezet er bed

██ Feuriader tarzhusted volkanek (VEI) 8

██ Feuriader tarzhusted volkanek 7

Levrlennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Wilson, C. J. N. & Ambraseys, N. N. & Bradley, J. & Walker, G. P. L. (1980) : A new date for the Taupo eruption, New Zealand, Nature 288: pp. 252–253. DOI : 10.1038/288252a0.
  2. Krouet ganti Ashfall Fossil Beds.
  3. Ashfall Fossil Beds State Historical Park. The Ashfall Story. Kavet d'an 08 a viz Eost 2006.