Goraj

Eus Wikipedia
Is-produioù an eoul-maen a zo implijet evel goraj gant kalzik kefluskerioù.

Ur goraj, un trelosk zo un danvez helosk hag a voueta ur c'heflusker dre enleskiñ. Heman a dro energiezh kimiek ar goraj en energiezh vekanikel.

Ar c'hefluskerioù dre strilheoul hag ar re dre c'hazeoul zo doareoù kefluskerioù dre enleskiñ, pa vez ar mekanik dre vurezh ur c'heflusker digenwask. Emsav pennañ ar c'hefluskerioù-se eo kaout un douester energiezh uhel, da lavaret eo e c'hallont produiñ kalz energiezh evit ur mas pe ur volum bihan a c'horaj. Dre-se e c'hell ur c'harbed kaout un hed-dedreuz bras.

Doareoù gorajoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Karbon a vez er gorajoù. Evit ar pezh a sell ouzh an hidrogen e komzer eus "danvez helosk". Gwerzhet e vez ar gorajoù e stumm liñvennoù, ral a wech e stumm gazoù. E kibenn ar c'harbedoù e vez lakaet ; boaz e c'hell kibenn ur c'harr-tan derc'hel 50 litrad.

Meur a zoare zo da urzhiañ ar gorajoù. Gellout a reer da skouer diforc'hañ an treloskoù kondon diouzh ar biogorajoù.

  • An treloskoù kondon a zeu diwar dreuzfurmadur danvez organek marv mesket gant mineraloù a zo e donderioù an Douar. An treuzfurmadur a gemer muioc'h evit ur milion a vloavezhioù, c'hoarvezout a ra dre wrezverkoù ha gwaskoù uhel kenañ. Termenet eo ar pourvezioù a dreloskoù kondon war an Douar. Ar gorajoù savet diwar eoul-maen zo anvet hidrokarbonoù ivez.
  • Ar biogorajoù a zo krouet diwar plant pe loened, a skouer ar bioethanol pe ar biodiesel.