Glock (pistolenn)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur Glock 17 trede remziad.

Ar bistolenn Glock, anvet raloc'h hervez saverien an arm "pistolenn Glock Safe Action" met brudetoc'h dre an anv Glock, zo un heuliad pistolennoù savet gant an embregerezh Glock (Glock Ges.m.b.H.) eus Deutsch-Wagram, Aostria. Da gentañ holl e voe implijet gant al lu kement ha gant ar polis e 1982 goude ma vefe bet tremenet gant ar bistolenn an taolioù-arnod war ar surentez hag efedusted.

Pa voe embannet ar c'hentañ pistolenn savet gant darn plastik ne voe ket gwelet mat gant marc'had an armoù. Soñjet e veze ne badfe ket pell ur bistolenn blastik hag ouzhpenn-se e oa gwelet fall dre ma ne vefe ket tu da verkañ anezhañ en aerborzhioù (pezh a zo faos anat). Ar pistolennoù Glock a zo deuet da vezañ produ gwerzhetañ an embregerezh, e-tro 65% eus roadennoù ar marc'had armoù-dorn er Stadoù-Unanet Amerika evit an nerzhioù polis pe surentez, ouzhpenn-se e vez implijet evit dafariñ nerzhioù lu, aozadurioù surentez ha nerzhioù polis e 48 vro dre ar bed (d'an nebeutañ).

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]