Gisela
Neuz
(Adkaset eus Gizela)
Gisela zo un anv-badez alamanek. Savet eo diwar ar ger germanek gisil, a dalv kement ha saezh.
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Brezhoneg : Gizela (evel Gizela Étienne, c'hoariourez ha leurennerez e Kastellin).
Er yezhoù arall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Galleg : Gisèle pe Giselle (distagañ Jizêl)
- Alamaneg : Gisela pe Giesela ( distagañ Gizela), Giselberta
- Italianeg :Gisella ( distagañ Djisella)
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Roet e veze er familhoù frank ivez e Galia.
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gisela, merc'h da dug Gwaskogn, a zimezas da Caribert II, mab da Klotar II.
- Gisela Akitania, mamm Bertrada Laon, lesanvet Berta an Droadegez.
- Gisela (757-810), merc'h Pepin Grenn ha Bertrada Laon, c'hoar da Garl Veur, a oa bet roet dezhi anv he mamm-gozh Gisela Akitania.
- Gisela (781-ap.814), merc'h da Garl Veur.
- Gisela (?-war-lerc'h 874), merc'h da Loeiz an Deol, merc'h-vihan da Garl Veur. Ganti e voe diazezet abatioù Somain ha Cysoing en hanternoz Bro-C'hall a hiziv.
- Ur verc'h he doe hag a voe anvet Gisela ivez, hag ac'h eas da leanez.
- Gisela Bourgogn (952-1006), dugez Bavaria, mamm Gisela Bavaria.
- Gisela Bavaria (war-lerc'h 985-1060), rouanez Hungaria, gwenvidigez katolik.
- Gisela Swabia (989 pe 990 – 14 a viz C'hwevrer 1043), merc'h da Herman II Swabia ha d'e bried Gerberga Bourgogn.
- Gisela Aostria (1856–1932), merc'h d'an impalaer Franz Joseph Iañ ha d'e bried Elisabeth von Österreich-Ungarn (lesanvet Sissi).
XIXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gisela von Arnim (1827-1889), skrivagnerez alamanek.
XXvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gisèle Halimi, (1927-2020), alvokadez ha skrivagnerez c'hall.
- Gisela Lladó Cánovas (1979—), kanerez katalan.
- Gisele Bündchen (1980—), dougerez dilhad eus Brazil.
- Beyoncé Giselle Knowles-Carter (1981—), kanerez stadunanat.
- Gisela João (1983—), kanerez fado portugalat.
En arz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Giselle, barrez gant Jean Coralli ha Jules Perrot, sonerezh gant Adolphe Adam, skrid gant Théophile Gautier (1841)