Gisela Swabia
Neuz
Gisela Swabia (989 pe 990 – 14 a viz C'hwevrer 1043 e Goslar) a oa merc'h da Herman II Swabia ha d'e bried Gerberga Bourgogn.
Dimezioù ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teir gwech e timezas.
- gant Bruno Iañ, kont Brunswick, e 1002
- gant Ernest Iañ Swabia, dug Swabia, a varvas e 1015. Neuze e kemeras an dorn hag e renas ur pennadig evit he mab, Ernest II Swabia,
- gant Konrad II an impalaer santel, e 1016 pe 1017.
Sevel a reas he div nizez Sofia Bar ha Beatris Loren pa varvas o breur Frederig III Loren da 13 vloaz.
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gisela ha Bruno o doe pevar bugel:
- Liudolf, Markiz Friz (war-dro 1003 – 1038)
- hag ur mab all ha div verc'h
Gisela hag Ernest o doe daou vab:
- Ernest II Swabia, dug Swabia (c. 1010 – 17 a viz Eost 1030)
- Herman IV Swabia, dug Swabia( c. 1015 – 28 a viz Gouhere 1038)
Gisela ha Konrad o doe tri bugel:
- Herri III, impalaer santel ( 29 a viz Here, 1017 – 5 a viz Here , 1056)
- Matilde Frankonia (1027 – Genver 1034)
- Beatrix (c. 1030 – 26 a viz Gwengolo 1036)
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Braunschweigisches Biographisches Lexikon, Appelhans 2006, ISBN 3-937664-46-7