Beatris Loren
Beatris Loren, pe Beatris Bar ( Béatrice de Bar e galleg), marvet en 1076, a voe, dre he dimezioù, markizez Toskana, goude-se dugez Lotaringia Izel. Eil merc'h an dug Frederig II Loren, a oa dug Lotaringia Uhel ha kont Bar, ha Matilda Swabia e oa he mamm.
Pa varvas he breur Frederig III Loren e voe savet Beatris hag he c'hoar Sofia Bar gant he moereb Gisela Swabia, a oa pried an impalaer Konrad II . En 1037 e voe dimezet da v-Bonifatius III Toskana (war-dro 052), Dug-meur Toskana. Tri bugel o doe:
- Beatris († 1053)
- Bonifatius IV Toskana († 1055), markiz Toskana
- Matilda Toskana († 1115), markizez Toskana, dimezet en 1071 da Godefroy III le Barbu, dug Lotaringia-Izel, ha goude en 1089 da Welf IV, dug Bavaria.
Drouklazhet e voe Bonifatius III en 1052, ha diwar-se e voe lakaet da ren e stadoù he fried da c'hortoz he mab da vout en oad. Met pa varvas he mab e tistroas da Lotharingia-Izel. En 1054 e timezas d'he c'henderv, Godefroy II († 1069), dug Lotharingia-Izel, hep aotre an impalaer Herri III, abalamour ma oa en em savet Godefroy II meur a wech a-raok hag e krede ne vije ket bet roet aotre ebet dezhañ.
Ha setu Henri III da skrapañ Beatris hag he merc'h Mathilde.
Goude marv Godefroy e tistroas Beatris da Doskana, ma skoazellas ar pab Gregor VII da stourm ouzh ar Sarrasined hag an Normaned.