Mont d’an endalc’had

Gavr (loen)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Givri)

Ur pennad gavr zo ivez.

Gavr

(Capra)
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Artiodactyla
Isurzhad : Ruminantia
Kerentiad : Bovidae
Iskerentiad : Caprinae
Genad : Capra
Anv skiantel
Capra aegagrus hircus
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar c'havr (Capra aegargus hircus pe Capra hircus) zo ur bronneg, ur geotdebrer hag un daskirier, renket e kerentiad an ejeneged hag en iskerentiad Caprinae.

Doñvaet eo bet al loen-se abaoe an VIIIvet milved kt JK d'an nebeutañ evit pourchas e gig, e groc'hen, e blev hag alies-tre evit e laezh. Meur a anv rannyezhel a ya d'envel ar c'havr : bida ha bidiez.

Ul loen bihan a-walc'h eo, gwareget e gerniel ha mibin-tre, graet evit lammat. Kavet e vez e kazi an holl rannoù eus ar bed, er menezioù aliezik a-walc'h. Ober a reer bouc'hed eus ar pared ha menned eus ar re vihan. A-wechoù e vez kavet givri gouez, met doñvaet e vezont peurvuiañ. Givri bihan o ment a vez kemeret da loened ti a-wechoù.

Meneg anezho zo er Bibl. Da skouer, pa laka Rebekka daou venn-gavr da vezañ fardet evel ur meuz eus ar gwellañ evit ma roje Izaak e vennozh d'o mab Jakob (da laret eo asantiñ desevel anezhañ goude ma'z eo bastard ar bugel) (Gn : 27: 9).

Eus anv kêr-benn Turkia, Ankara, e teu hini ar givri angora a vez maget evit o blev hir-kenañ ha ganto e vez produet ar mohair. Gant givri eus Kachmir e vez produet ur seurt gloan d'ober stamm anvet Kachmir.

  • Gevr ha givri eo liesteroù ar ger gavr.
  • Bouch (ur vouch, bouchoù), a vez graet eus ar c'havr ivez.
  • Gevrigoù-an-hañv (gavrig-an-hañv en unander) zo laboused.
  • Gevr-mor (gavr-mor) zo un anv all
  • Gevr-menez zo ur ouenn givri-gouez hag a gaver er menezioù.
  • Gavrvoued zo un anv all roet d'ar gwezvoud.

Ar givri e Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gavr ar c'hleuzioù hag he menn. « Bezet du, bezet gwenn, pep gavr a gar he menn. » Furnezh Breizh

Anv zo eus givri emeur a ganaouenn-bobl, diwar-benn prosezioù ma veze barnet al loened-se, lakaet alies da vezañ furoc'h eget ar varnerien.

Lavaroù ha krennlavaroù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv eus givri zo e meur a dro-lavar hag e meur a grennlavar:

  • Evel ma'z omp ez omp, da lavaras gavr ar Bonïeg.
  • Bezo du, bezo gwenn, Pep gavr a gar he menn.
  • E-lec'h ma vez staget ar c'havr e rank peuriñ.
  • Paotr ar givri, a vez laret eus ar mesaer-givri, pe an hini a ra war o zro.
  • Ur gavrgen zo ur c'hroc'hen-gavr.


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger gavr er
wikeriadur, ar geriadur frank.