Giovanni di Bicci de' Medici

Eus Wikipedia
Poltred Giovanni di Bicci de' Medici, gant Cristofano dell'Altissimo.
Skoed an Tiegezh Medici.

Giovanni di Bicci de' Medici a oa un arc'hantour italian, eus Firenze, e dibenn ar XIVvet kantved hag e deroù ar XVvet. Ganet e oa e 1360 ha marvet d'an 20 a viz C'hwevrer (pe 28) 1429. Eñ eo tad skourr pouezusañ an tiegezh Medici. Dastum a reas madoù e-leizh en e labour ha legadiñ anezho d'e vab henañ Cosimo il Vecchio.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa da Averardo de' Medici ha Jacopa (pe Giovanna) Spini, ha pevar breur en doa. Marc'hadour gloan e oa e dad, hogen ne oa ket pinvidik, ha n'eo nemet e fin e vuhez e krogas da verniañ arc'hant. Pa varvas avat (e 1363) e voe rannet peadra an tad etre ar pemp mab, da lavarout eo ne oa ket gwall vras bern pep hini.

Eontr Giovanni avat, Vieri de' Medici e anv, kenderv da Averardo, a oa kalz pinvidikoc'h, hag a oa unan eus pinvidikañ arc'hantourien Firenze ar Grennamzer, ma oa un 70 bank bennak d'an ampoent. Mont a reas Giovanni da labourat evit e eontr, deskiñ a reas ar vicher, ha prestik e voe lakaet e penn skourr Roma.
E 1386 e prenas ar skourr gant arc'hant argouroù e wreg, Piccarda Bueri, ha re all degaset gant kenlabourerien nevez.
E 1397 e voe lakaet sez ar ar bank e Firenze gant ur c'hevala a 10 000 florin, an hanter pe ouzhpennik lakaet gant Giovanni hag an hanter all gant an daou genlabourer all.
Ar bankoù, en amzer-se, a gemere arc'hant da virout, a save lizhiri-kemm, a roe arc'hant en eskemm ouzh lizhiri-kemm (evel ar chekennoù-beaj a hiriv), a breste arc'hant da bostañ hervez an ezhomm.
E 1408 e oa daou skourr da vank Medici Firenze, diazezet mat e kenwerzh an danvez, unan e Venezia hag unan e Roma, hag un adskourr e Napoli stag ouzh hini Roma.

En 1410 e rakwelas distro ar pab da Roma.

E 1413, gant skoazell an eneppab Yann XXIII, e teuas da vezañ arc'hanter konted ar pab. Pa voe distroadet ar pab gant Kuzul Costanza e 1415 e rankas rannañ ar marc'had gant bankoù all, hini ar Spini ha hini an Alberti. Met pan eas da fall ar Banco Spini e 1420 e kreskas c'hoazh pinvidigezh Giovanni de' Medici hag e diegezh.

Pouez politikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ma oa pinvidik n'en deus ket klasket galloud na kargoù. Pa vezent kinniget dezhañ avat n'o nac'he ket.

  • 1402 Dilennet e Kuzul-kêr Firenze (Consiglio Comunale)
  • 1403 Kaset da gannad da gêr vBologna
  • 1407 Gouarnour kêr bPistoia
  • 1419 Ezel eus Kuzul ar brezel (Dieci di Balia)
  • 1421 Gonfalonniere (e penn ar Justis)

Meur a gannadiezh a gasas da benn e-kerzh e chomadennoù e-maez douaroù Republik Firenze, evel e Venezia betek 1424, pe e Roma da vare ar bibien Gregor XII ha Marzhin V.

Bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a eure da bPiccarda Bueri e 1386, ha pevar mab o doe.

  • Cosimo, lesanvet Cosimo il Vecchio (1389-1464),
  • ha Lorenzo, lesanvet il Vecchio ivez (1394-1440), met ne oa nemet ar mab henañ en doe ar peadra dastumet gant an tad, da lavarout eo : 180.000 florin, ar Banco Medici ha douaroù a-leizh.
  • Daou vab all a oa bet, marvet en bugale:
    • Antonio (marvet e 1398)
    • ha Damiano (marvet e 1390).

Gwarezour an arzourien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Giovanni di Bicci a roas ton d'an arzoù gant e arc'hant ha kaeraet e voe Firenze. Labour a roas da Filippo Brunelleschi a c'hallas kempenn iliz-veur San Lorenzo. Gwall bell avat e oa preder Giovanni diouzh skoazellañ an arzourien evel ma reas e vugale ha bugale-vihan: kentoc'h e wele ober vad d'e gengeodedourien eget implij an arz evit gounit brud.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Firenze e i Medici, J. R. Hale, Mursia Milano 1980

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.